La Grande Odalisque : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
'''''La Grande Odalisque''''' zo anv un daolenn livet gant al livour gall [[Dominique Ingres]] e [[1814]], ma weler kein ur vaouez noazh, hag he fenn troet war-du an arvester.
 
Dont a ra ar ger ''Odalisque'', eus an [[turkeg]] ''odalik'', an anv a vez graet er yezh -se eus ur plac'h eus an [[harem]]. Klotañ a ra al livadur-se gant ur c'hiz a zouge an dud war-du sevenadur broioù ar reter, ur c'hiz deuet eus beaj [[Buonaparte]] da Vro-[[Egipt]] e dibenn ar c'hantved kent, hag a vage fantasmoù livourien ha skrivagnerien Paris, hag a vago anezho pell c'hoazh (betek [[Maupassant]], [[Loti]], [[Gide]]).
 
ArvaouezAr vaouez en he gourvez a zo hir he c'hein. Tri askorn ouzhpenn zo d'he [[livenn-gein]]. Hen gouzout mat a ra al livour, met ne verñ ket ar wirionez dezhañ: ar gened a venn livañ eo an hini a zo faltaziet gantañ, ha neket an hini a zo gwelet gantañ.
 
Gwelout a ra istorourien an arz levezon al livour [[Raffaello]] war Ingres , a oa nevez bet e [[Firenze]], gant e linennoù kromm.