Marilyn Monroe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 128 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q4616 (translate me)
D Bot : fr:Marilyn Monroe a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
<p align="left" style="spacing:6px; padding:6px; border:1px solid #006699; background:#EAF5FB">[[SkeudennRestr:Books-aj.svg aj ashton 01.svg|100px]]
'''Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.''' Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.</p>
<noinclude>[[Rummad:Patromoù kemennoù]]</noinclude>
 
[[SkeudennRestr:MarilynMonroe.jpg|right|200px]]
'''Marilyn Monroe''' (Norma Jane MORTENSON pe BAKER) a oa un aktorez amerikan bet ganet d'ar [[1añ a viz Even]] [[1926]] hag aet da anaon d'ar [[5 a viz Eost]] [[1962]].
 
Linenn 21:
 
Da 16 vlez e timezas Norma get Jim Dougherty, 5 blez brasoc’h egeti. Ur seurt eured kempennet get Grace e voe. Lidiñ a rejont o eured d’an [[19 a viz Even]] [[1942]]. Norma a grogas da vezañ emren, met pa grogas ar brezel e teuas Jim da vezañ Marin. Kavout a rae hir hec'h amzer heptañ.
Ar vaouez a gavas labour: ober àr-dro an urzhioù-lamm en R. Planete CO. Du-se e voe Norma remerket get un tenner-poltriji evit poziñ evit ar c’hentañ bajenn eus « frank » ar gazetenn ganadian,d’ar [[26 a viz Even]] [[1945]] ez eas er-maez ar gelaouenn, ar pezh a roas dezhi spi enni. Norma en em ginnigas e ti Jak anvet “Blue Book” eus Emmelin Snively. Dont a reas da vezañ meleganez dindan ali Emmeline hervez ar vaouez a roas un neuz “Flemmus” dezhi. Diaes e voe eviti kevrediñ he buhez santimantel hag e labour, goulenn a reas an disparti, a voe ofisializet d’an [[2 a viz Here]] [[1946]]. Dont a reas da vezañ Norma brudet, gwelet e voe anezhi e bep seurt kazetennoù. Miss Snively a aozas un emgav get Ben Lyon tutaer a vicher en 20th Century Fox (un embregerzh a brodu filmoù brudet meurbet) hag a aotreas un taol-esae dezhi, hervez ar paotr eo he leun a ferzhioù mat hag e c’hellfe ober ul labour vat, «sex-appeal» a oa enni.
A-drugarez da Daryl Zanuck e voe lakaet Norma da siniñ ur c’hontrad. Roet e voe un anv nevez dezhi, ne voe ket mui anvet Norma Jeane met Marilyn Monroe, Marilyn en enor d’an aktorez Marilyn Miller ha choazet e voe Monroe get Norma dre ma oa anv he mamm-gozh.
C’hoari a reas Marilyn rolioù bihan evit ar Fox, he c’hontrad ne voe ket adnevesaet. Siniñ a reas un esae d'ar 6 viz get "Colombia" e-lec’h ma c’hoarias rolioù eil renk e-barzh heuliadennoù B. E-pad an amzer-se e heulias kentelioù arz dramatikel ha distilh. Ur wezh echu he 6 miz e "Colombia" he voe Marilyn e dilabour, neuze ec'h asantas poziñ evit kazetennoù pe reportajoù poltriji èl an hini get Tom Kelley hag a reas ur reportaj hag a stroñsas an holl, un deiziataer e-lerc’h ma boze Marilyn en noazh.
 
[[SkeudennRestr:Marilyn_monroe.jpg|right|200px]]
 
== Marilyn er sinema ==
Linenn 36:
== Amzerioù diaes evit Marilyn ==
 
Er c’houlz-mañ e veze gwelet Marilyn get Marlon Brando. Hag er memes-tro e krogas da zaremprediñ Arthur Miller, oberer reuzeudik, dimezet ha tad 2 vugel. Kaout a reas an disparti d'an [[11 a viz Genver]] [[1956]], ha dimeziñ geti d’an [[29 a viz Even]] [[1956]]. Kemmañ kredenn a reas Marilyn hag e teuas da vezañ yuzev. An hañv [[1956]] tremenet en Amagansett a voe mare plijusañ ha eürusañ eviti eus he buhez a-bezh. E miz Gouere e tizoloas e oa dougerez, Marilyn plijet get ar soñj bout mammig, e voe he gwallerus anav eo ur faos-dougen. Beuzet e voe Marilyn Monroe en un ziwaskadenn, ha savetet e voe eus daou overdoz.
 
Micher skrivagner Miller a redie anezhañ d’ur zigenvez, e penn-kentañ asantet get e vaouez, hag àr lerc’h ur pennadig e tirenkas anezhi, neuze ec'h asantas c’hoari er film «Some like it hot». War ar bladenn-filmañ an holl a gav anezhi torr-penn get he froudennoù, hag he daleoù. E fin miz Kerzu e reas Marilyn ur faos-dougen arall , brud ar film “Some Like it Hot” ne reas mann ebet dezhi ha kenderc’hel a reas get he diwaskadenn. Krogiñ a reas ar c'hudennoù d’en em ziskouez en he c'houblad. E-pad filmañ ar film “Let’s Make Love” ur brud a zo àrnezhi emañ o taremprediñ get Yves Montand un aktor, kaner ha dañsour brudet er bed. Met gwiroc’h eo he doe ur bik-kalon evitañ met ne oa ket kemm-ouzh-kemm. E-pad filmañ “The Misfits” skrivet get Arthur Miller a-ratozh evit Marilyn, e voe o c’houblad en em diemprediñ. Dispartiiñ a rejont e miz Du [[1960]]. Hag e voe ofisiel d’an [[20 a viz Genver]] [[1961]]. Heuliiñ a reas Marilyn en-dro un diwaskadenn, ober a reas ar vaouez meur a chomadenn en ur glinikenn, drougimplijiñ an alkol hag ar louzoù a reas Marilyn.
 
E penn-kentañ ar blezad [[1962]] e veze lavaret he doa Marilyn un istor karantez get Robert Kennedy, ur politikour. Ar pezh a roas startijenn dezhi, hag e voe c’hoariet geti ur film arall. Posupl eo he defe bet un istor get ar prezidant Kennedy.
 
Harzet e voe filmañ “Something got to give” e miz Even [[1962]], dre ma oa Marilyn skuizh-marv ha ne c’helle ket kenderc’hel get ar film. Ret e voe dezhi ha d’he mignon Dean Martin paeañ ur sammad arc’hant d’ar Fox evit torr ar c’hontrad.
 
== Kanourez ==
Linenn 52:
D’ar [[5 a viz Eost]] [[1962]] beure e voe kavet Norma Jeane, lesanvet Marilyn Monroe, marv en he zi e Los Angeles. Douaret e voe Marilyn d'an [[8 a viz Eost]] e “Westwood Memorial Cemetery” e Los Angeles.
 
Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h he marv, klozet evel un emlazh, en deus bred-mezeg Marilyn, Ralph Greenson, roet bandennoù enrollet e-pad o emgavioù d'ar prokulor John Miner, evit ma rafe-eñ e enklask war marv Marilyn. Hervez an aotrou Miner e tiskouez ar bandennoù-se eo bet drouglazhet Marilyn, peogwir e oa leun a raktresoù resis evit he buhez : Lee Starsberg en deus roet arc'hant da Varilyn evit ma c'hoarife perzhioù gant Shakespeare. Hervez John e voe ouzhpennet sustañsoù a lakaas ar plac'h da gousket betek mervel. Met ne vo ket dalc'het soñj eus ar muntr dre m'eo bet nac'het gant mouezh Ralph Greenson bezañs an enrolladurioù.
 
== Kanaouennoù enrollet ==
Linenn 130:
[[Rummad:Marvioù 1962]]
[[Rummad:Aktourezed SUA]]
 
{{Link GA|fr}}