Muskadig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 6 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q1954034
D Bot : fr:Muscadet (AOC) a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:Vigne muscadet 2.jpg|thumb|right|500px|Gwinieg Muskadig e [[Ruvelieg]].]]
Ar '''Muskadig''' zo un [[anvadur orin kontrollet]] (AOK) hag ur [[plant-gwin|plantenn-win]] a vez gounezet kalz en ur [[gwinieg ar Muskadig|winieg]] a 26 000 [[devezh-arat]] (13 000 [[Hektar|ha]]) , er c'hreisteiz hag er reter da [[Naoned]] (gant un tamm douar er [[Maine-et-Loire]] hag er [[Vendée]]). Aparchant eo da familh ar blantenn-win "melon" a gaver un seurt all e Bourgogn. Ar "melon breizhat" eo an anv all dezhañ.
 
Evit ober ur gwin gwenn sec'h e vez gounezet hag a zo bet roet an "anvadur kontrollet an orin" [[A.O.C.]] e [[1937]] (dazkemmet gant dekred an 19 a viz Gwengolo [[2001]]), a zo graet diwar skodoù-gwini anvet [[melon de Bourgogne]] (an anv orin) pe ''muscadet'' er c'hornad. Anv ar blantenn-win a zo aet d'ober hini ar gwin koulz hag an anvadur ofisiel.
 
== Mamm ==
Peurvuiañ, ouzhpenn ar ger "Muscadet", e vez skrivet '''sur [[lie]]''' (pe sur lies) war ar boutailhadoù, da lavaret eo "diwar e vamm". Evit se e rank ar gwin chom ur goañvezh e [[beol]]ioù, pe [[tonell]]où, ha bezañ c'hoazh o c'hoiñ [[war e vamm]] a-benn ar c'houlz ma vez lakaet e boutailhoù, da lavarout eo etre ar [[1añ a viz Meurzh]] hag an [[30 a viz Gouere]], pe etre ar [[15 a viz Here]] hag an [[30 a viz Du]].
 
== Anvadurioù ==
[[SkeudennRestr:Oiseliniere.JPG|thumb|300px|Kastel domani l'Oiselinière e [[Gored]].]]
Meur a anvadur zo d'ar muskadig :
* '''Muscadet Coteaux-de-la-Loire''', termenet e dekred ar [[14 a viz Du]] [[1936]], dezhañ ur gorread a 1000 devezh-arat (500 ha) e 24 c'humun. Ur gwin sec'h, temzet, bividik, gouest da zareviñ er boutailhoù.
* '''Muscadet Côtes-de-Grandlieu''', termenet e dekred an [[29 a viz Kerzu]] [[1994]], er c'hreisteiz d'al [[Lenn-Veur]], en ur gorread a 1200 devezh-arat ( 600 ha) e 19 kumun, 2 anezho e [[Vendée]].
* '''Muscadet Sèvre-et-Maine''', termenet gant dekred an [[9 a viz Here]] [[1995]], en ur gorread a 20 000 devezh-arat (10 000 ha) e 23 c'humun. Hennezh a ya d'ober 80% eus ar gwin aozet er vro.
 
== Identelezh vreizhat ar Muskadig ==
Abaoe e oa dispartiet tiriad Breizh e div [[rannvro]] ([[Bretagne]] ha [[Pays de la Loire]]) e vez ur breud diwar-benn identelezh gwinnieg Muskadig : gwinnieg Breizh pe e touez gwinioù [[Traoñnienn al Liger]]? Dont a reas al lodenn vrasañ eus gwinierien Bro-Naoned da emezelañ da [[Interloire]] er bloavezhioù 2000, ur framm micherel a vod gwiniegoù eus al Liger : mont a reas gwinioù Naoned eta gant [[gwinieg Anjev]], [[gwinieg Saumur]] ha [[gwinieg Teurgn]]. Gwinierien all o deus emezellet e-barzh [[Produet e Breizh]] : gwinierien La Noëlle e [[Bro-Ankiniz]] ha Drouet Frères er [[Chapel-Huelin]]. Produerien all a chom dizalc'h eus seurt frammoù kenwerzhel.
 
=== Muskadig Roparz Hemon ===
Ur bloavezh e oa bet aozet Muskadig [[Roparz Hemon]] gant [[Alan Coraud]], gwiniegour el [[Al Lavreer-Botorel|Lavreer-Botorel]] da skoazellañ skolaj Roparz Hemon er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]].
 
=== Afer Gwin Breizh ===
Daou [[saver-gwin]] eus [[Meliner]] zo kroget, e 2006, da skrivañ « gwin Breizh » war o boutailhadoù muskadig gant tikedennoù divyezhek.
 
Klemm zo bet savet gant ar velestradurezh c'hall dirak ar prokulor war zigarez e klasker « touellañ gant un anvadur direizh ».
Difennet e vije ober anv eus « vin breton» war zigarez emañ gwinieg ar muskadig er [[Pays de la Loire]].
Un [[A.O.C]] eo ar ''muskadig'' abaoe 1936. En amzer-se ne oa ket eus ar [[Pays de Loire]].
 
A-benn ar fin eo bet distaolet klemm ar velestradurezh :[[http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=5816&title=Victoire%20pour%20le%20vin%20breton%20du%20pays%20nantais:%20Bretagne%20R%E9unie%20s'en%20r%E9jouit]], ha ret e vo dezhi plegañ: gwir zo da gomz eus "gwin eus Breizh", un anv dereatoc'h ha reishoc'h e-keñver yezhadur ar brezhoneg.
 
== Gwelout ==
* [[Vignoble du Val-de-Loire#Vignobles Nantais|Gwinoù Naoned]]
* Muskadig, gwin Breizh : [[http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=4978]]
 
[[Rummad: Gwin Breizh]]
 
[[Rummad: Gwin Breizh]]
[[Rummad:Diedoù breizhat]]
[[Rummad:Plant-gwin]]
 
{{Link GA|fr}}