Henroma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
-skeudenn na zeue ket war wel
D Bot : fr:Rome antique a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
{{Henroma}}
 
'''Henroma''' a vez graet eus geneliezh, savidigezh, diorroidigezh ha diskar ar [[sevenadurezh roman]] da vare an [[Henamzer]] en [[Europa]]. Komzet e vez ivez eus an '''Henamzer roman''' pe eus '''Roma an Henamzer'''. Kroget dre genstrollañ un nebeud kêriadennoù en ur [[pastell-vro|bastell-vro]] vihan e-kreiz [[Italia]] eo deuet a-benn tamm-ha-tamm ar vourc'hig uvel da vezañ mestr war ar [[bed kreizdouarel]] penn-da-benn e deroù ar [[marevezh kristen]] betek dibenn an Henamzer dre sevel un impalaeriezh galloudus-kenañ a renas war an darn-vrasañ eus [[Europa]] {{dave|Bizantion}} ar C'hornôg ha lodennoù eus[[Afrika]] ha kornôg [[Azia]] etre [[50]] ha [[476]]. '''Henroma''' a vez implijet evit daveiñ d'an impalaeriezh a oa Kêr [[Roma]] he [[kêr-benn|c'hêr-benn]] eta.
 
Dindan levezon ar [[Henc'hres|sevenadur henc'hresian]] en deus lakaet Roma mennozhioù ha teknikoù d'o barr ken e lavarer eus ar sevenadur gresian-ha-roman eo bet mammenn bennañ diorroadur speredel [[Europa]] eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]] betek hiziv. Betek kreiz an {{XXvet kantved}} eo bet ar studioù gresian-ha-roman diazez deskadurezh ar vegenn en Europa.
Linenn 56:
 
=== An impalaeriezh roman diwezhañ ===
Difenn an impalaeriezh a-enep gwask bepred kreñvoc'h ar [[Germaned|C'hermaned]] a zegasas d'e heul milourekadur an impalaeriezh. Goude [[tiernelezh Severus]] e rank an impalaeriezh talañ ouzh un [[enkadenn an IIIe kantved|enkadenn]] bolitikel ha sokial vras en {{IIIe kantved}}. A-benn e teu [[impalaerien Illiria]] da adsevel an traoù en o rez a-benn ar fin e dibenn an {{IIIe kantved}}. War dreuzoù ar {{IVe kantved}} e c'hall an impalaeriezh addispakañ he nerzh goude meur a dreuzfurmadur bras : [[ranndaur an impaleriezh roman|Rannet eo an impalaeriezh]] hag ingalet eo ar galloud etre impalaerien ([[tetrarkiezh]], ha goude [[Aogust (titl)|Aogust]] eilet gant [[Kaezar (titl)|Kaezared]]), treuzkaset eo ar [[kêr-benn|gêr-benn]] da [[Kergustentin|Gergustentin]], [[diharzveliezh]], pounneraet eo ar velestradurezh, germanekaet al lu. Ambrouget eo an [[treuzfurmadur]]ioù-se gant diorroidigezh ar [[Kristeniezh|relijion kristen]].
 
Tamm-ha-tamm e vo doujet d'ar gristeniezh gant an impalaeriezh roman ha, goude-se e vo degemeret ganti e-doug ar {{IVe kantved}}. Dindan un nebeud remziadoù tud en em framm ar gristeniezh gant harp an impalaeriezh. Un termen a vo lakaet d'ar c'hendoujañs relijiel gant [[Teodosius Iañ|Teodosius I{{añ}}]] ha [[Gratian]] a lakaio dre heg ar relijion gristen da relijion nemeti.
Linenn 206:
{{Liamm PuB|eu}}
{{Liamm PuB|tr}}
{{Link GA|fr}}