Sparta (kêr) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 78 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q5690
D Bot : fr:Sparte a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[SkeudennRestr:Gwel eus ar Menelaion.jpg|thumb|Ar Menelaion hag ar menez [[Taigetos]]]]
[[SkeudennRestr:Sparta territory.jpg|thumb|right|Tachenn Sparta]]
 
'''Sparta''' (Doreg: Σπάρτα Spárta, Atteg: Σπάρτη Spártē) eo anv ur geoded e su [[Gres|Bro-C'hres]]. En Henamzer e oa ur geoded c'hresian e [[Lakonia]] a oa annezet gant Gresianed, a orin dorian a-hervez. Hiriv e kaver en he lec'h ur gêr vodern, enni 18184 annezad ([[2001]]). Emañ war glann ar stêr [[Eurotas (stêr)|Eurotas]], e kompezenn Lakonia, etre ar menez [[Taigetos (menez)|Taigetos]] hag ar menez [[Parnon]]. Kêrbenn [[Lakonia]] e oa hag unan eus ar c'heodedoù galloudusañ a oa e [[Henc'hres]], gant [[Aten]] ha [[Thebai]].
Linenn 8:
== Istor Sparta ==
 
E-pad ar marevezh arkaek ez eo Sparta ar c'hentañ keoded c'hresian da ziwan. E deroù ar V{{vet}} kantved kent J.-K. e teu da vezañ kampionez [[Bro-C'hres]] dirak ar [[Persed|Bersed]] e-pad ar [[Brezelioù medek]]. Dont a ra tamm-ha-tamm da vezañ kevezerez [[Aten]] hag e stourm pell outi e-kerzh [[Brezel ar Peloponnesos]] ([[-431]]-[[-404]]). He zrec'h, e [[-404]], a ro dezhi an [[hegemoniezh]] e [[Bro-C'hres]]. « Peoc'h ar Roue » e [[-387]] a reas eus Sparta tredeog ar [[Henc'hres#Ar bed gresian|bed gresian]]. E [[-376]] avat e kasas [[Aten]] he [[morlu]] d'ar strad hag a lakas un termen evel se d'he hegemoniezh war vor. E [[-371]], Ateniz ha Lakedemoniz a anavezas o c'hengevredadoù kenetrezo, hag a savas a-gevred a-enep ar c'hengevredad beotian. Spartaiz, sur da vezañ didrec'hus, a zisklerias ar brezel da [[Thebai|Dhebai]]. Met trec'het e oa arme Sparta en [[emgann Leuktres]], e [[-371]], e lec'h ma kollas 400 eus he 2000 ''[[homoioi]]''. Biskoazh ne gavas Sparta he nerzh diagent penn-da-benn goude ar c'holl-se.
 
Adalek neuze e klaskas Sparta derc'hel ar Peloponnesos d'an nebeutañ met [[Thebai]] a ziskaras e vestroni war an [[hiloted]]. Dieubet e oa [[Messena]] ivez evit gwanaat anezhi. [[Emgann Mantinea]], e [[-362]], a roas he zu da sparta da sevel he c'hein o tistrujañ hegemoniezh thebai met ne badas ket pell. Kregiñ a reas [[rouantelezh Makedonia|Makedonia]] da gemer perzh e stourmoù ar c'heodedoù gresian d'ar c'houlz-se ha kaset e voe Sparta d'ar memes renk hag ar re all gant [[Fulup II (Makedonia)|Fulup II]] a zeuas da vezañ o mestr dezho-holl.