Der Blaue Reiter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 39 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q117035 (translate me)
D Bot : ja:青騎士 a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 1:
[[SkeudennRestr:BlaueReiter.jpg|thumb|right|Golo alamanag ''Der Blaue Reiter'', e-tro 1912]]
 
'''Der Blaue Reiter''' ('''Ar marc'heger glas''') a oa ur strollad arzourien eus [[Neue Künstlervereinigung München]]. Ur strollad arzourien alaman a badas eus [[1911]] da [[1914]] e voe, hag unan eus an daou luskad (an hini all o vezañ [[Die Brücke]]) a voe a-raok an [[eztaolouriezh]].
Linenn 6:
[[Vassily Kandinsky]], [[Franz Marc]], [[August Macke]], [[Alexej von Jawlensky]], [[Marianne von Werefkin]], [[Gabriele Münter]], [[Lyonel Feininger]], [[Albert Bloch]] hag arzourien all a savas Der Blaue Reiter goude ma vefe bet nac'het diksouez "Ar Varnadenn ziwezhañ", savet gant Kandinsky. Ne voe manifesto ebet savet gant izili Der Blaue Reiter, met kentoc'h ur strollad tud bodet tro-dro da gKandinsky ha Marc. [[Paul Klee]] a gemeras perzh el luskad ivez.
 
[[SkeudennRestr:Kandinsky-Blue Rider.jpg|thumb|[[Vassily Kandinsky]], ''Der Blaue Reiter,'' 1903]]
Diwar anv ul livadur savet gant Kandinsky e [[1903]] e voe dibabet anv ar strollad. Marteze eivez peogwir e oa dedennet-tre Marc gant ar c'hezeg, ha peogwir e oa plijet-tre Kandinsky gant al liv glas. Liv ar speredelezh eo al liv glas hervez Kandinsky (gwelout e levr ''Diwar-benn ar speredelezh en arz'', 1911).
Disheñvel e oa palioù an arzourien a gemeras perzh el luskad, met boutin e oa o c'hoant da ziskouez speredelezh dre o oberennoù. Fellout a rae dezho brudañ an arz modern, al liammoù sonerezh-arzoù gweled, perzhioù arouezius al livioù, ha livañ en un doare emyoulek. Dedennet e oant gant arzoù ar [[Krennamzer|Grennamzer]] koulz hag en arzoù modern : [[faoverezh]], [[kubouriezh]] hag arz diheverz.
 
E [[1911]] hag e [[1912]] e voe aozet diskouezadegoù e pep lec'h en Alamagn gant izili Der Blaue Reiter. Un almanag a lakjont embann ivez, ma oa livadurioù modern, re bobl, re gentidik ha re savet gant bugale. E [[1913]] e tiskouezjont o oberennoù da-geñver ar c'hentañ Herbstsalon.
[[SkeudennRestr:Franz Mark-The Yellow Cow-1911.jpg|thumb|right|200px|Franz Mark, Ar Vuoc'h velen, 1911]]
Divoet e voe ar strollad pa darzhas ar [[Brezel-bed kentañ]]. [[Vassily Kandinsky]], [[Marianne von Werefkin]] ha [[Alexej von Jawlensky]] a rankas distreiñ da Rusia peogwir e oa keodedourien rusian. Ouzhpenn da se e oa savboentoù disheñvel e diabarzh ar strollad. Der Blaue Reiter a badas neuze eus [[1911]] da [[1914]].
 
Linenn 51:
 
== Izili ==
[[SkeudennRestr:Franz Marc 028.jpg|thumb|upright|[[Franz Marc]], ''Tour ar c'hezeg glas'' 1913, (kollet abaoe1945)]]
* [[Vassily Kandinsky]]
* [[Franz Marc]]
Linenn 70:
 
== Daveoù ==
* John E. Bowlt, Rose-Carol Washton Long. ''The Life of Vasilii Kandinsky in Russian art : a study of "On the spiritual in art" by Wassily Kandinsky''. Pub l. Newtonville, Mass. USA. 1980. ISBN 0-89250-131-6 ISBN 0-89250-132-4
* Wassily Kandinsky, M. T. Sadler ''Concerning the Spiritual in Art''. Dover Publ. 80 pp. ISBN 0-486-23411-8. or: Lightning Source Inc. Publ. ISBN 1-4191-1377-1
* Hoberg, Annegret, & Friedel, Helmut (ed.): ''Der Blaue Reiter und das Neue Bild, 1909-1912'', Prestel, München, London & New York 1999 ISBN 3-7913-2065-3
* Hopfengart, Christine: ''Der Blaue Reiter'', DuMont, Köln, 2000 ISBN 3-7701-5310-3
 
Linenn 81:
[[Rummad:Eztaolouriezh]]
[[Rummad:Istor an arz]]
 
{{Link GA|ja}}