Metr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q11573
D Bot : ja:メートル a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 124:
A-raok an XVIIIvet kantved e veze muzuliet an hirderioù dre ober dave da vab-den (ar [[meutad]], an [[troatad]], an [[tez (unanenn)|tez]]) ; ha peogwir eo disheñvel an dud an eil diouzh egile e veze kemeret alies ar [[roue]] e-giz dave, a pezh a veze un arouez-[[unpenniezh]] kreñv. Evit en em zizober diouzh pep dave d'un den bennak hag evit aesaat emled ar ouezoniezh e voe divizet neuze dibab ur stalon nemetañ nann denel, hag ober gant lieskementoù ha ranngementoù eus 10. Setu ne vo ket mui eus an troatad a dalveze 12 meutad, nag eus ar [[gwalenn|walenn]] a dalveze 3 zroatad. Lod a ginnige termenañ ar metr evel hirder ur [[momeder]] dezhañ un hanter-[[periodenn]] a ur [[segondenn]]. Ha lod all a ginnige termenañ ar metr evel un dekmilionvedenn eus ur c'hard [[hedredenn]]-Douar.
 
[[SkeudennRestr:Platinum-Iridium meter bar.jpg|right|frame|''Pilpatrom etrebroadel ar metr'' : ur varrenn standart a c'hoarvez eus platin hag iridiom. Graet ez eus bet gantañ evel pilpatrom ar metr etre [[1889]] ha [[1960]] ma voe divizet ober gant muzul spektr ar [[kripton|c'hripton]]. Abaoe 1983 e vez termenet ar metr gant tizh ar gouloù er goulonder.]]
 
E [[1791]] e voe dibabet an termenadur hervez an hedredenn gant [[Akademiezh C'hall ar Skiantoù]] abalamour da variadennoù dister ar [[gravitadur]] war gorre an Douar, a c'hoari war beriodenn ar momederioù. Degemeret e voe evel unanenn hirder ofisiel gant ar [[Frañs]] d'ar [[7 Ebrel|7 a viz Ebrel]] [[1795]]. Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, e [[1799]], e voe savet ur [[metr stalon]] e platin diwar an termenadur-se hag e teuas hennezh da vezañ an dave. Etre miz C'hwevrer [[1796]] ha miz Du [[1797]] e voe lakaet c'hwezek metr-stalon engravet e marmor e [[Pariz]] diwar atiz ar [[Koñvañsion vroadel|Goñvañsion]] evit boazañ ar boblañs gant ar muzul nevez-se. Hiziv an deiz, ne chom ket 'met daou anezho : emañ an eil er 36 straed Vaugirard, a-zehoù d'an antre ; hag emañ egile, bet adlakaet e 1848, en 13 plasenn Vendôme, a-gleiz da borched minister ar Justis.
Linenn 166:
[[Rummad:Unanennoù muzuliañ]]
[[Rummad:Muzulioù]]
 
{{Link GA|ja}}