Leopold II Belgia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 51 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q12967
D Bot : ja:レオポルド2世 (ベルギー王) a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 2:
[[Restr:Leopold ii garter knight.jpg|thumb|right|180px|<center>Leopold II a Velgia</center>]]
 
'''Leopold II''' (Louis Philippe Marie Victor) , pe '''Leopold II a Velgia''', a oa bet ganet d'an [[9 Ebrel|9 a viz Ebrel]] [[1835]] ha marvet d'ar [[17 Kerzu|17 a viz Kerzu]] [[1909]], a voe [[Rouaned Belgiz|Roue Belgiz]] adalek an [[10 Kerzu|10 a viz Kerzu]] [[1865]] betek e varv.
 
Bez e oa ivez priñs a Velgia, dug a [[Saks]], priñs a [[Saks-Kobourg-Gotha]], dug a v-[[Brabant]] (1835-1865), impalaer personel Kongo (1884-1908), a zegouezhas da vout roue war-lerc'h e dad [[Leopold Iañ (Belgia)|Leopold Kentañ]], e 1865. Louise a Orleañs e oa anv e vamm. Penegwir e varvas e vab en e raok eo e niz [[Alberzh Iañ a Velgia|Alberzh Kentañ]], a voe roue war e lerc'h.
 
Brudet e voe ar roue-se abalamour m'en doa un drevadenn dezhañ e-unan, a oa anvet "Stad dizalc'h Kongo", ma renas warni eus 1884 da 1908. Rankout a reas tud Kongo mont da zastum kaoutchoug er goadeg, un danvez a oa ezhomm bras anezhaén evit pneuioù ar c'hirri-tan a groged d'ober e labouradegoù Europa. Gant an domani prevez-se ne voe ket pell ar roue o pinvidikaat
 
Kalz a savadurioù hag a vonumantoù a voe savet e [[Brusel]] gant ar roue "saver-tiez" war-bouez an arc'hant tennet eus pinvidegezhioù naturel [[Kongo]].
Goude ur vrudadeg etrevroadel kaset gant Breizhveuriz, Edmund Dene Morel en o fenn, a ziskulie an torfedoù heugus a veze graet er vro gant an drevadennerien, goude danevellskrid [[Ruairí Mac Easmainn|Casement]], e voe ret d'ar roue cheñch penn d'ar vazh. Reiñ a reas e [[Kongo|Gongo]] d'ar vroad velgiat, hag ar gouarnamant belgiat d'hec'h envel neuze "Kongo belgiat".
 
 
Linenn 34:
[[Rummad:Rouaned Belgiz]]
[[Rummad:Politikerezh Belgia]]
 
{{Link GA|ja}}