Irak : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : cs:Irák a zo ur pennad vat; Kemm dister
D fixing dead links
Linenn 98:
 
E-pad devezh an dilennadeg e voe graet gwalldaolioù ma oa bet marvet 36 den, 30 anezho ne oant ket soudarded. Daoust d’ar feulster ne oa ket bet Irakiz evit chom hep mont da vouezhiañ : 58 % eo ar feur perzhiañ (8 456 266 o doa mouezhiet). Aet e oa ar maout gant [[Kevredad unanet Iraq]], ul listenn [[chiit] harpet gant an aiatola meur [[Ali al-Sistani]]. 4 075 000 den o doa mouezhiet evitañ, bezet 48,1%. 2 175 000 mouezh (25,7 %) a oa aet gant ar C’hevredad kurd ; 1 168 000 mouezh (13,8 %) gant listenn ar Ministr kentañ kozh [[Iyad Allaoui]] ; 150 680 mouezh (1,7 %) gant liestenn ar prezidant kozh sunnit [[Ghazi al-Yaouar]].
[http://web.archive.org/web/20050908075805/fr.news.yahoo.com/050213/202/49soq.html Disoc'hoù an dilennadeg]
 
Bodad skrivañ ar [[Bonreizh|Vonreizh]], bet skrivet [[lezenn]] diazez Iraq gantañ a-raok ar [[15 Eost|15 a viz Eost]] [[2005]], zo enni 55 ezel, en o zouez 25 sunnit. Kinniget en doa da bobl Iraq mouezhiañ al lezenn diazez-se d’ar 15 a viz Here 2005 : 61 % eus ar geodediz o doa kemeret perzh er vouezhiadeg-se, daoust ma oa bet klasket mirout outo ober. 4 den a oa bet marvet en holl er vro. Anavezet e oa bet an disoc’hoù d’ar [[24 Here|a viz Here]] 2005 : 78 % eus Irakiz o doa demegeret ar Vonreizh met e daou broviñs sunnit ([[Salah ad Din]] hag [[Al Anbar]] ne oa ket bet degemeret. Lavaret he doa ar Bodad dilenn dizalc’h, staliet e Baghdad, e oa bet doujet da reolennoù etrebroadel an demokratelezh.