Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kendelc'her
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Ne chomas ket pell war gein ar wiz hag eñ da vont da ward broadel [[Pariz]] hag, adalek miz Genver [[1792]], en devoa enrollet er 104{{vet}} Rejimant troadegiezh evel [[adjudant]]. Mont a reas da ofiser er rejimant [[Rouergue]] : gantañ e kemeras perzh e [[Seziz Thionville (1792)|Seziz Thionville]] ([[24 a viz Eost]] - [[16 a viz Here]] 1792). En aner e klaskas al lu aostrian skoazellet gant Divroidi c'hall ([[François-René de Chateaubriand]] en o zouez) mont e-barzh ar gêr-mañ. D'an [[18 a viz Meurzh]] [[1793]] e voe e-mesk ar soudarded bet trec'het en [[Emgann Neerwinden]].
 
N'en devoa ket diskouezet kalon hag ampartiz en aner dre ma voe anvet da adjudant-jeneral ha kaset da [[Dukark|Zukark]] da zifenn ar gêr ouzh an arme vreizhveuriat. Graet en devoa bet d'he zrowardroioù bezañ beuzet ha, dre forzh hegal ar soudarded saoz, renet gant [[Frederick, Dug York hag Albany]], gant meur a dagadeg dic'hortoz e savjontsavas ar seziz ar Saozon d'an [[9 a viz Gwengolo]] 1793.
 
Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn arme [[Moselle (departamant)|Moselle]], hag eñ trec'het en [[Emgann Kaiserslautern]] ([[28 a viz Du|28]] - [[30 a viz Du]] 1793).
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}