Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
N'en devoa ket diskouezet kalon hag ampartiz en aner dre ma voe anvet da adjudant-jeneral ha kaset da [[Dukark|Zukark]] da zifenn ar gêr ouzh an arme vreizhveuriat. Graet en devoa bet d'he zrowardroioù bezañ beuzet ha, dre forzh hegal ar soudarded saoz, renet gant [[Frederick, Dug York hag Albany]], gant meur a dagadeg dic'hortoz e savas ar seziz ar Saozon d'an [[9 a viz Gwengolo]] 1793.
 
Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn arme [[Moselle (departamant)|Moselle]], hag eñ trec'het en [[Emgann Kaiserslautern]] ([[28 a viz Du|28]] - [[30 a viz Du]] 1793). Miz diwezhatoc'h, d'ar [[26 a viz Kerzu]] e voe trec'h war an Aostrianed hag ar Brusianed en [[Emgann Geisberg]], nepell diouzh [[Wissembourg]], ar pezh a reas da [[Landau in der Pfalz|Landau]] bezañ dieubet war un dro.
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}