Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
 
Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn arme [[Moselle (departamant)|Moselle]], hag eñ trec'het en [[Emgann Kaiserslautern]] ([[28 a viz Du|28]] - [[30 a viz Du]] 1793). Miz diwezhatoc'h, d'ar [[26 a viz Kerzu]] e voe trec'h war an Aostrianed hag ar Brusianed en [[Emgann Geisberg]], nepell diouzh [[Wissembourg]], ar pezh a reas da [[Landau in der Pfalz|Landau]] bezañ dieubet da c'houde.
 
Seul vuanoc'h m'en devoa pignet brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel [[Jean-Charles Pichegru|Pichegru]] pe [[Louis Antoine de Saint-Just|Saint-Just]]. Hag ezel e oa eus [[Kleub ar Gordennerien]], kevezer hini [[Maximilien de Robespierre|Robespierre]], 'zo kaeroc'h : trawalc'h da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an [[20 a viz Meurzh]] [[1794]], e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}