Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Seul vuanoc'h m'en devoa pignet brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel [[Jean-Charles Pichegru|Pichegru]] pe [[Louis Antoine de Saint-Just|Saint-Just]]. Hag ezel e oa eus [[Kleub ar Gordennerien]], kevezer hini [[Maximilien de Robespierre|Robespierre]], 'zo kaeroc'h : trawalc'h da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an [[20 a viz Meurzh]] [[1794]], e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.
 
Kerkent ha deuet er-maez eus an toull-bac'h e voe fiziet armeoù [[Brest]] ha [[Cherbourg]] ennañ da vont da beoc'haat ar c'hornôg da [[Bro-C'hall|Vro-C'hall]] ma rae he reuz un emsavadeg kriz. Dont a reas a-benn d'ober da [[François-Athanase de Charette de La Contrie|Charette]] ha pennoù bras all ar Chouanted sinañ [[Emglev La Jaunaye]] e [[Sant-Sebastian-an-Enk]] d'ar [[15 a viz C'hwevrer]] [[1795]], heuilhet gant [[Emglev La Mabilais]] (e-kichen [[Roazhon]]) d'an [[20 a viz Ebrel]].
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}