Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 12:
N'en devoa ket diskouezet kalon hag ampartiz en aner dre ma voe anvet da adjudant-jeneral ha kaset da [[Dukark|Zukark]] da zifenn ar gêr ouzh an arme vreizhveuriat. Graet en devoa bet d'he zrowardroioù bezañ beuzet ha, dre forzh hegal ar soudarded saoz, renet gant [[Frederick, Dug York hag Albany]], gant meur a dagadeg dic'hortoz e savas ar seziz ar Saozon d'an [[9 a viz Gwengolo]] 1793.
Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn arme [[Moselle (departamant)|Moselle]], hag eñ trec'het en [[Emgann Kaiserslautern]] ([[28 a viz Du|28]] - [[30 a viz Du]] 1793).
Seul vuanoc'h m'en devoa pignet brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel [[Jean-Charles Pichegru|Pichegru]] pe [[Louis Antoine de Saint-Just|Saint-Just]]. Hag ezel e oa eus [[Kleub ar Gordennerien]], kevezer hini [[Maximilien de Robespierre|Robespierre]], 'zo kaeroc'h : trawalc'h da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an [[20 a viz Meurzh]] [[1794]], e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.
|