Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
Diwar neuze e pignas buan Hoche gant skeulioù renkadurezh al lu gall : brigadennour da gentañ, penngadour e miz Here 1793 ha jeneral e penn arme [[Moselle (departamant)|Moselle]], hag eñ trec'het en [[Emgann Kaiserslautern]] ([[28 a viz Du|28]] - [[30 a viz Du]] 1793). Padal, d'an [[22 a viz Kerzu]] e voe trec'h en [[Emgann Wœrth-Frœschwiller]]. Un nebeud deizioù diwezhatoc'h, d'ar [[26 a viz Kerzu]] e pilas an Aostrianed hag ar Brusianed en [[Emgann Geisberg]], nepell diouzh [[Wissembourg]], ar pezh a reas da [[Landau in der Pfalz|Landau]] bezañ dieubet da c'houde.
 
Seul vuanoc'h m'en devoa pignetkresket brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel [[Jean-Charles Pichegru|Pichegru]] pe [[Louis Antoine de Saint-Just|Saint-Just]]. Hag ezel e oa eus [[Kleub ar Gordennerien]], kevezer hini [[Maximilien de Robespierre|Robespierre]], 'zo kaeroc'h : trawalc'h da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an [[20 a viz Meurzh]] [[1794]], e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.
 
Kerkent ha deuet er-maez eus an toull-bac'h e voe fiziet [[Arme aodoù Brest]] hag [[Arme aodoù Cherbourg]] ennañ da vont da beoc'haat ar c'hornôg da [[Bro-C'hall|Vro-C'hall]] ma rae he reuz un emsavadeg kriz. Dont a reas a-benn d'ober da [[François-Athanase de Charette de La Contrie|Charette]] ha pennoù bras all ar Chouanted sinañ [[Emglev La Jaunaye]] e [[Sant-Sebastian-an-Enk]] d'ar [[15 a viz C'hwevrer]] [[1795]], heuilhet gant [[Emglev La Mabilais]] (e-kichen [[Roazhon]]) d'an [[20 a viz Ebrel]]. D'an [[2 a viz Mae]] e oa bet sinet [[Emglev Saint-Florent-le-Vieil]] gant [[Jean-Nicolas Stofflet|Stofflet]], penn-bras [[Arme gatolik ha roueel Vañde]]. Ken distabil m'edo an emglevioù-se ma adkrogas an emgannoù nebeut war-lerc'h ha pouezus-kenañ e voe trec'h Hoche da-geñver [[Emgann Kiberen]] ([[21 a viz Gouere]]) dre ma voe fiziet holl armeoù ar C'hornôg ennañ diwar neuze. D'ar [[15 a viz Gouere]] [[1796]] e c'hellas embann peoc'hadur ar Vañde evit gwir.