Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 16:
Seul vuanoc'h m'en devoa kresket brud ar jeneral yaouank seul greñvoc'h e vagas gwarizi pe digarantez outañ tud 'zo evel [[Jean-Charles Pichegru|Pichegru]] pe [[Louis Antoine de Saint-Just|Saint-Just]]. Hag ezel e oa eus [[Kleub ar Gordennerien]], kevezer hini [[Maximilien de Robespierre|Robespierre]], 'zo kaeroc'h : trawalc'h da vezañ lakaet e-barzh an toull, d'an [[20 a viz Meurzh]] [[1794]], e-lec'h ma chomas betek ma voe diskaret Robespierre, e dibenn miz Gouere.
 
Kerkent ha deuet er-maez eus an toull-bac'h e voe fiziet [[Arme aodoù Brest]] hag [[Arme aodoù Cherbourg]] ennañ da vont da beoc'haat ar c'hornôg da [[Bro-C'hall|Vro-C'hall]] ma rae he reuz un emsavadeg kriz. DontPan erruas e Breizh e stadas e oa disheñvel-mik ar saviad diouzh ar pezh a reasoa bet taolennet dezhañ gant pennoù-bras [[Pariz]]. En ur glask dimeziñ an dour hag an tan e teuas a-benn d'ober da [[François-Athanase de Charette de La Contrie|Charette]] ha pennoù bras all ar Chouanted sinañ [[Emglev La Jaunaye]] e [[Sant-Sebastian-an-Enk]] d'ar [[15 a viz C'hwevrer]] [[1795]], heuilhet gant [[Emglev La Mabilais]] (e-kichen [[Roazhon]]) d'an [[20 a viz Ebrel]]. D'an [[2 a viz Mae]] e oa bet sinet [[Emglev Saint-Florent-le-Vieil]] gant [[Jean-Nicolas Stofflet|Stofflet]], penn-bras [[Arme gatolik ha roueel Vañde]]. Ken distabil m'edo an emglevioù-se ma adkrogas an emgannoù nebeut war-lerc'h ha pouezus-kenañ e voe trec'h Hoche da-geñver [[Emgann Kiberen]] ([[21 a viz Gouere]]) dre ma voe fiziet holl armeoù ar C'hornôg ennañ diwar neuze. D'ar [[15 a viz Gouere]] [[1796]] e c'hellas embann peoc'hadur ar Vañde evit gwir.
 
Ne oa ket bet torret d'ar gasoni greñv a vage e enebourien ouzh ar jeneral republikan : div wech e voe klasket e zrouklazhañ, dre gontammiñ e voued ha dre dennañ warnañ a daolioù pistolenn e [[Roazhon]].
 
Diwar goulenn [[Theobald Wolfe Tone]], penn-bras ''[[Society of United Irishmen]]'', e voe klasket sevel un ergerzhadeg da vont d'e skoazellañ en e stourm a-enep d'ar gouarnamant saoz. Loc'hañ a reas kuit pemp lestr ha daou-ugent (un arme a 13 400 a soudarded, renet gant Lazare Hoche, war o bourzh) eus [[Brest]] d'ar [[15 a viz Kerzu]] [[1796]]. Ur c'hwitadenn e voe ar raktres-mañ en abeg d'ar gorventenn a strewas ar flodad gall ha ret e voe dezhañ mont war e gil hep bezañ gallet tostaet ouzh aodoù [[Bro-Saoz]].