Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Lazare Hoche par David.jpg|thumb|right|Poltred Lazare Hoche<br>savet e-tro [[1793]]]]
[[File:Hoche quiberon.jpg|thumb|Monumant da Lazare Hoche, <br>gant [[Jules Dalou]] e [[Kiberen]], 1902.]]
[[Skeudenn:Monument hoche weissenthurm.jpg|thumb|Monumant gouestlet da<br>Lazare Hoche, e Weißenthurm]]
'''Louis Lazare Hoche''', bet ganet d'ar [[25 a viz Mezheven]] [[1768]] e [[Versailhez]] hag aet da Anaon d'an [[19 a viz Gwengolo]] [[1797]] e [[Wetzlar]] (en [[Impalaeriezh santel roman german]] d'an ampoent-se), a oa ur jeneral gall da vare an [[Dispac'h Gall]].
 
Linenn 23 ⟶ 24:
 
Kuitaat a reas Breizh da vat pa voe anvet da bennjeneral [[Arme Sambre-et-Meuse]] d'an [[23 a viz C'hwevrer]] [[1797]]. Er penn anezhi ez eas ar maout gantañ da-geñver un nebeud emgannoù, hini [[Emgann Neuwied|Neuwied]] ([[18 a viz Ebrel]]) en o zouez. Gant [[Emglev Campo Formio]], sinet d'an [[18 a viz Here]] e voe paouezet gant ar brezel etre ar Republik C'hall hag Arc'hdukelezh [[Aostria]].
 
Kinniget e voe da Hoche mont da Vinistr ar Brezel, ar pezh a nac'has. Fiziet e voe ennañ ur rannarme e trowardroioù Pariz neuze. Ur wech ouzhpenn e voe ret dezhañ gouzañv flatradennoù ha droukkomzoù e enebourien touet ha kollas a reas e arme e-kerzh [[Pierre Augereau|Augereau]] : feuket-mat ha dipitet e voe gwelloc'h gantañ distreiñ d'e benngarter da [[Wetzlar]]. Eno e kouezhas klañv e penn-kentañ miz Gwengolo ha mervel a reas o c'houzañv poanioù bras. Dre ma krede tud 'zo e oa bet kontammet e voe skejet e gorf. Bremañ e ouzer e tiskoueze an tarchoù du a oa bet kavet en e vouzelloù e oa aet da Anaon gant an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]].
 
Douaret e oa bet Lazare Hoche e [[Weißenthurm]], ur gêrig nepell diouzh [[Koblenz]] ma c'haller arvestiñ ouzh ur monumant savet da zougen bri dezhañ.
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}