Lazare Hoche : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Lazare Hoche par David.jpg|thumb|right|Poltred Lazare Hoche<br>savet e-tro [[1793]]]]
[[File:Hoche quiberon.jpg|thumb|Monumant da Lazare Hoche,<br>gant [[Jules Dalou]] e [[Kiberen]], 1902]]
[[Skeudenn:Monument hoche weissenthurm.jpg|thumb|MonumantAr monumant ''Auf dem Frauenberg'' gouestlet da<br> Lazare Hoche, <br>e Weißenthurm]]'''Louis Lazare Hoche''', bet ganet d'ar [[25 a viz Mezheven]] [[1768]] e [[Montreuil]] (ur fabourzgêriadenn eus [[Versailhez]] d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an [[19 a viz Gwengolo]] [[1797]] e [[Wetzlar]] (en [[Impalaeriezh santel roman german]] d'an ampoent-se), a oa ur jeneral gall da vare an [[Dispac'h Gall]].
 
Daoust dezhañ bezañ marvet yaouank-kenañ, d'e nav bloaz warn-ugent, laosket he deus e bersonelezh hep he far ur roud padus en istor an amzerioù reuzus-se. Anvet da jeneral hag eñ pemp bloaz warn-ugent hepken, peoc'haer ar [[Vande (departamant)|Vande]] ha [[Breizh]], tapout a reas gloar ha brud en un doare prim-eston. Ar vrud-mañ an hini eo, a dapas evel brezelour ha bellour eus an dibab, a reas dezhañ bezañ pal ur bern itrikoù savet digant tudennoù ha ne voent ket evit e c'houzañv e vuhez-pad.
Linenn 26:
Kinniget e voe da Hoche mont da Vinistr ar Brezel, ar pezh a nac'has. Fiziet e voe ennañ ur rannarme e trowardroioù Pariz neuze. Ur wech ouzhpenn e voe ret dezhañ gouzañv flatradennoù ha droukkomzoù e enebourien touet ha kollas a reas e arme e-kerzh [[Pierre Augereau|Augereau]] : feuket-mat ha dipitet e voe gwelloc'h gantañ distreiñ d'e benngarter da [[Wetzlar]]. Eno e kouezhas klañv e penn-kentañ miz Gwengolo ha mervel a reas o c'houzañv poanioù bras. Dre ma krede tud 'zo e oa bet kontammet e voe skejet e gorf. Bremañ e ouzer e tiskoueze an tarchoù du a oa bet kavet en e vouzelloù e oa aet da Anaon gant an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]].
 
E-kichen ur jeneral republikan all, [[François Séverin Marceau]], e voe douaret Lazare Hoche e [[Weißenthurm]], ur gêrig nepell diouzh [[Koblenz]] ma c'haller arvestiñ ouzh ur monumant savet da zougen bri dezhañ.
 
{{DEFAULTSORT:Hoche, Lazare}}