Anna-Vari Arzur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Anna-Vari Arzur''', bet ganet d'an [[10 Ebrel|10 a viz Ebrel]] [[1921]] e [[Plouvien]] ([[Bro-Leon]]) ha marvet e [[Boc'harzh]] d'ar [[7 Mae|7 a viz Mae]] [[2009]], a oa ul [[leanez]] hag ur stourmerez evit ar brezhoneg.
 
Ganet e oa bet en ur familh labourerien-douar eus Bro-Leon hag e [[brezhoneg]] e voe desavet evel he breudeur hag he c'hoarezed. Goude he studioù e teuas da vezañ kelennerez [[matematik]] ha [[fizik]] e [[Lesneven]], adalek [[1945]]. Diwezhatoc'h e teuas da vezañ stummerez e kreizenn stummañ pedagogel ar skolioù kristen e [[Brest]]. Adalek [[1970]] e krogas da gelenn brezhoneg d'he skolidi, ouzhpenn ar fizik. Ganti e voe bountet da zigeriñ klasoù [[divyezhegezh|diyezhek]] brezhoneg-galleg er skolioù katolik e dibenn ar [[bloavezhioù 1980]]. Ur wech aet war he leve e krouas [[Skolig -al -Louarn]] e [[1982]]. Ur gevredigezh e oa Skolig al Louarn, hag a oa war un dro ur greizenn sevenadurel vreizhek e Plouvien hag un [[ti-embann]] a embannas levrioù e galleg pe divyezhek diwar-benn Breizh, savet gant ur bern skolidi asambles, evel ''[[Dis, raconte-moi la Bretagne - Kont din 'ta istor va Bro]]'' e [[1987]] pe ''[[Dis-moi comment ils parlent - Komzou tud va bro]]'' e [[1994]].
 
Garedonet e voe he labour evit ar brezhoneg gant [[Kolier an Erminig]] e [[1993]] ha gant ar Priz [[Herve ar Menn]] e [[1994]].