Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 2 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2862102
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Armañs ar C'halvez''' (bet ganet e [[Kemper-Gwezhenneg]] d'an [[29 a viz Eost]] [[1921]]- ha marvet e [[Lannuon]] d'ar [[4 a viz C'hwevrer]] [[1972]]) (''Armand Le Calvez'' hervez marilhoù an ti-kêr), a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour hag en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.
 
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''Skol Sant Erwan'', eus [[1958]] da [[1961]].
 
Krouiñ a reas [[Wanig ha Wenig]], ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel [[Skol (kelaouenn)|Skol]], ar gevredigezh [[Breuriezh Sant Erwan]] hag an hentenn-deskiñ, [[Herve ha Nora]].
 
Kamarad e oa da [[Marsel Klerg|Glerg]], hag eveltañ en devoa desket kembraeg.
Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.
 
Beziet eo e [[Kemper-Gwezhenneg]] ma oa bet ganet ha bet [[kure]].
 
==Oberennoù==