Diforc'hioù etre adstummoù "Orderic Vitalis"

6 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
D (Bot: Migrating 20 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q356298)
[[Beleg]]et e voe e 1107. Meur a wech ez eas kuit diouzh manati Saint-Evroul-en-Ouche ha kontañ a ra e veajoù da [[Croyland]], [[Worcester]] (e Bro-Saoz), [[Cambrai]] ha [[Cluny]] (war an douar-bras) en e skridoù.
 
Tamm-ha-tamm en em lakaas da adskrivañ dornskridoù[[dornskrid]]où, rak troet e oa gant al lenn hag ar skrivañ. Goulennet e voe outañ gant an [[abad]] skrivañ istor manati Saint-Evroul.
 
E Saint-Evroul e savas e ''Historiae Ecclesiasticae'' etre ar bloavezhioù 1123 ha 1141, hag oberenn veur e vuhez e voe. Kontañ a ra er skrid-se istor broioù kornôg Europa, abaoe o [[Kristeniezh|c’hristenidigezh]] betek an XII{{vet}} kantved, met eus istor an [[Normaned]] ez eus anv dreist pep tra, goude aloubidigezh Bro-Saoz gant [[Gwilherm an Alouber]] dreist-holl. Dre ma oa genidik eus [[Shropshire]], tost da Gembre, e ro kalz a lec’h en e skrid da istor [[Marzoù Kembre]] ha d’an darempred etre Saozon ha Kembreiz da neuze.
 
Ur skrid gwall dalvoudus eo e ''Historiae ecclesiasticae'' evit studiañ istor dugelezh Normandi hag istor Bro-Saoz d’ar mare-se. Ouzhpenn kontañ darvoudoù ha reiñ deiziadoù a ra ; diskrivañ a ra aketus boazioù ar gevredigezh ha sevenadur an amzer-hont.
 
== Lennadurezh ==
181 472

modifications