Boyar : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Russian boyar from XVII century.JPG|266px|thumb|right|Boyar rus er XVIIvet kantved.]]
 
Ur '''boyar''' pe '''boyer''' (eus ar ger [[rusek]] Боярин : boiarin, hag eus ar ger roumanek boier) zo un den eus an noblañs er broioù [[reizhkredennek]] [[slavek]] e [[Retereuropa]] (''[[arc'hont]]'' er broioù [[gresianek]]). Bez e oa anezho e [[Rus' Kiev]] hag e broioù reizhkredennek ar [[Balkanoù]], hag anvet ''joupan'' pe ''ispan'' (e [[bulgareg]] жупан, e [[roumaneg]] jupân, e [[gresianeg]] γύπηανὀς, diwar ar [[slavoneg]] жупънь : mestr an douar). Adalek ar XIVvet kantved e oa anavezet ar ger « boyar » betek e priñselezhioù roumanek [[Transilvania]], [[Moldavia]] ha Valachia[[Valakia]] (''boier'' e roumaneg), pan eas ar renkad da get er Balkanoù hag e kreisteiz [[Ukraina]], gant an aloubadeg turk.
 
Ma oa titloù noblañs ar gerioù ''boyar'' pe ''жупънь'' - ''ispan'' ( evel dug, kont, markiz, baron) ne oa gwir evit an anvioù ''Князь'' - ''kniaz'', na ''voivod'', ''hospodar'', a oa anvioù kargoù, ha diskarget pe torret a garg e c'halled bezañ, pe prenañ ar garg a c'halled ivez. Er priñselezhioù rouman e veze dilennet ar priñs gant bodadeg ar voyared.