Kened : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 86 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q7242
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{adkas|Kened}}
:::[[Skeudenn:Meurastumm.png]] ''Evit sterioù all ar ger '''Kened''', gwelet [[Kened (disheñvelout)|amañ]].''
 
[[Skeudenn:Nefertiti berlin.jpg|thumb|left|200px|thumb|Kened [[Nefertiti]].]]
[[Skeudenn:David von Michelangelo.jpg|thumb|Kened ar c'horf: [[David]], gant [[Michelangelo]].]]
[[Skeudenn:Michelangelo Caravaggio 065.jpg|thumb|[[Narkissos]], hervez [[Caravaggio]], 1594-1596]]
[[Skeudenn: Wenuszmf.jpg|thumb|right|[[Gwener (doueez)|Gwener]], patrom ar gened e sevenadur Europa.]]
Ar '''gened''' pe ar '''gaerded''', zo ur [[meizad]], difetis eta, hag ur perzh hag a vez anavezet d'an traoù ha d'an dud, hag a vez gwelet pe glevet gant an dud all, hag a ro plijadur dezho peurvuiañ . Hervez [[Tommaso d'Aquino|Tomaz Aquino]] eo ar pezh a ra plijadur d'ar gweled hepken (''quae visa placet''). Gallout a ra ar blijadur-se dont ivez koulskoude eus ar stumm, ar fiñv, an ton. <br />
Studiet e vez ar gened e meur a ziskibliezh, er brederouriezh evel en arz, er bredoniezh, pe er gevredoniezh. <br />
Gallout a ra meizad ar gened kemmañ hervez ar broioù hag an amzerioù, evel ma weler en oberennoù arzel, el liverezh dreist-holl, met ivez hervez an dud. Daou zen ne gavint ket ken kaer ar memes tra. Hervez [[David Hume]]: « Ar gened n'eo ket ur perzh d'an traoù anezho o-unan, n'eus anezhi nemet e spered an hini a sell outi, ha pep den a wel ur gened disheñvel. » Koulskoude e vez emglev dre vras etre an holl dud war an traoù a gened.