Enkadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 142:
 
=== Re nebeud a brenadennoù ===
[[File:Poor mother and children, Oklahoma, 1936 by Dorothea Lange.jpg|thumb|<center>Ur familh e [[KaliforniaOklahoma]], 1936</center>]]
Rivinet e oa Europa e dibenn ar Brezel-bed kentañ tra ma kreske pinvidigezh ar Stadoù-Unanet, na voe ket dasparzhet ez-reizh avat : un nebeud tud pinvidik-mor ne dispignent ket a-walc'h hag ar peurrest eus an dud ne c'hallent ket dispign ; strizh neuze e chome ar marc'hadoù, re a gevala a oa, nebeutoc'h a dud a laboure peogwir e oa bet kenderc'het re a draoù, hag ar c'hempouez-se en dilabour a zegasas an Enkadenn Veur. <ref>KEYNES John Maynard, ''Théorie générale de l'emploi de l'intérêt et de la monnaie'', Payot, Paris, 1988 ISBN 978-2-228-88011-4 {{fr}}</ref><br />
Hervez lod armerzhourien e teuas kement-se diwar aozadur nevez al labour da heul mennozhioù '''Frederick WInslow Taylor''' ([[1856]]-[[1915]]) : betek re e voe kenderc'het tra ma chome ar goproù re izel. <ref>BOYER Robert, ''La crise actuelle est-elle la répétition de celle de 1929 ?'', CEPREMAP niv. 8206, Meurzh 1982 [http://www.cepremap.ens.fr/ CEPREMAP] {{fr}}</ref>
 
=== Kelc'hiad an armerzh ===
Ne voe an enkadenn nemet un darvoudenn e kelc'hiad an armerzh, a bad un dek bloavezh bennak. N'eo troet da Enkadenn Veur nemet en abeg da zisentezioù fall bet kemeret gant ar Stad amerikan re wellseller a c'hortoze ma tremenje, ha gant ar Bank-kreiz a grennas war an amprestoù e-lec'h o ledanaat.