SAV (kelaouenn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''''SAV''''' a oa ur gelaouenn drimiziek hag a oa bet savet e brezhoneg penn-da-benn gant '''S'''trollad '''A'''r '''V'''rezhonegerien, tud Kelc'h Kelktiek Pariz.
 
“Savet eo ar gelaouenn-man gant Breiziz harluet, evit Breizi evelto pell diouz ar vro.” a zo kentañ gerioù ar rakskrid “D'al lennerien” a gaver e niverenn Goanv [[1936]], deuet er-maez e miz Genver 1936. Tud a bep seurt a skrive er gelaouenn-mañ a veze embannet peder gwech ar bloaz : niverennoù Goañv, Never-amzer, Hañv ha Diskar-amzer. An niverenn seitek he devoa klotet ouzh Nevez-Amzer ha Hanv [[1940]] hag an niverenn triwec'h ouzh Diskar-amzer ha Goañv [[1941]].
 
Kroget gant dek lur ar bloaz e oa aet ar c'houmanant da ugent lur adalek an niverenn seitek, da dregont lur adalek an niverenn ugent (Hanv [[1941]]), da zaou-ugent lur adalek an niverenn c'hwec'h warn-ugent (Goañv [[1943]]) ha da hanter-kant lur adalek an niverenn nav warn-ugent (Diskar-amzer 1943).