Yann-Vari Penwern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Embann
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Yann Jozef Pêr Mari Penwern''' pe '''Pengwern'''<ref>"Dastumad Pengwern", ''Gwerin'' 8 (1997), ''Gwerin'' 9 (1997), ''Gwerin'' 10 (1998), embannet gant [[Hor Yezh]].</ref>, pe '''Yann-Vari Penwern''' ent-berr, a oa un dastumer [[gwerz]]ioù a voeur breutaer, ha goude barner, e [[Lannuon]] hag e lec'hioù all e Breizh, en {{XIXvet kantved}}, hag a zastumas [[gwerz]]ioù e Breizh.
 
Ganet e oa bet e Pariz d'ar [[24 a viz Mezheven]] [[1807]] hag ober a reas e studi eil derez e Lannuon. Goude studioù war ar [[Gwir (lezenn)|gwir]] e Pariz en teuas en-dro da Lannuon, m'en em ziazezas d'ober ar vicher [[Alvokad|breutaer]]. Dimeziñ a reas gant ur plac'h eus [[Taole]], e [[Bro-Leon]] e 1838. Kregiñ a reas da zastum kanaouennoù -pobl war ar maez ha da glask skridoù brezhonek evel pezhioù-c'hoari. En em lakaat a reas ivez da genskrivañ gant tud evel [[Prosper Proux]], [[Émile Souvestre]], [[Kerambrun]]. Betek 1853 e talc'has gant e enklaskoù. Er bloavezh-se e voe anvet da varner e [[Felger]]. Mervel a reas e 1856 e Taole, e bro e wreg.
 
An holl deulioù bet dastumet gantañ e vuhez-pad ne voent ket embannet gantañ avat. Embannet e voe e zastumad gwerzioù war e lerc'h, a-nebeudoù, gant tud evel [[Émile Ernault]], [[Fañch an Uhel]] ha re all c'hoazh. En {{XXvet kantved}} e voe embannet lod eus ar gwerzioù gant [[Al Liamm]] ha gant [[Hor Yezh]], en dastumad ''Gwerin''. E 1983 e voe kendalc'het embann an dalc'had gwerzioù gant ar gevredigezh [[Dastum (kevredigezh)|Dastum]]. Ne voe peurembannet an traoù nemet er bloavezhioù 1997 ha 1998 gant [[Hor Yezh]].