Yann-Vari Penwern : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Yann Jozef Pêr Mari Penwern'''<ref>''Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien'', L. Raoul, Al Liamm, 1992</ref> pe '''Pengwern'''<ref>"Dastumad Pengwern", ''Gwerin'' 8 (1997), ''Gwerin'' 9 (1997), ''Gwerin'' 10 (1998), embannet gant [[Hor Yezh]].</ref>, pe '''Yann-Vari Penwern''' ent-berr, a oa ur breutaer, ha goude barner, e [[Lannuon]] hag e lec'hioù all, en {{XIXvet kantved}}, hag a zastumas [[gwerz]]ioù e Breizh.
 
Ganet e oa bet e Pariz d'ar [[24 a viz Mezheven]] [[1807]] hag ober a reas e studi eil derez e Lannuon. Goude studioù war ar [[Gwir (lezenn)|gwir]] e Pariz en teuas en-dro da Lannuon, m'en em ziazezas d'ober ar vicher [[Alvokad|breutaer]]. Dimeziñ a reas gant ur plac'h eus [[Taole]], e [[Bro-Leon]] e 1838. Kregiñ a reas da zastum kanaouennoù-pobl war ar maez ha da glask skridoù brezhonek evel pezhioù-c'hoari. En em lakaat a reas ivez da genskrivañ gant tud evel [[Prosper Proux]], [[Émile Souvestre]], [[Kerambrun]]. Betek 1853 e talc'has gant e enklaskoù. Er bloavezh-se e voe anvet da varner e [[Felger]]. Mervel a reas e 1856 e Taole, e bro e wreg.