Kornog (sonerien) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 2 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q3198988
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
:[[Restr:Confusion colour.svg|20px]]''Evit ar roud-avel, gwelet [[Kornôg]].''
<HR noShade>
 
Ur strollad sonerezh eo '''Kornog''' a sone muzik Breizh, ar broioù keltiek ha lec’h all ivez. Krouet eo bet e 1980.
 
==Buhez ar strollad==
E 1980 e rae [[Jamie Mc Menemy]] (bet kaner ha soner [[bouzouki]] er strollad [[Battlefield Band]]) anaoudegezh gant ar violoñser [[Christian Le Maïtre]] hag ar soner [[gitar]] [[Soaig Siberil|Soïg Sibéril]]. Dindan an anv Kornog e teuas buan da vezañ ur pevarbenveg pa zeuas ganto ar soner [[fleüt]] a-dreuz eus [[Aodoù-Anan-Arvor]], [[Jean-Michel Veillon]]. Adalek neuze e vo arouezius son Kornog : ur son nerzhus-tre, ar [[violoñs]] hag ar fleüt, gant kenweadurioù kensonel ha mentadurel trivlius gwiadet asambles gant son ar bouzouki hag ar gitar, hag ouzhpenn istorioù dispar Jamie hag e aozadurioù dibar gwerzioù [[Bro-Skos]]. Er c'hontrol eus an darn vrasañ eus strolladoù breizhat ar bloavezhioù 80 e voe divizet gant Kornog chom hep mont da son er festoù-noz met son er sonadegoù hepken.
 
Hag evel-se e voe foetet gant ar strollad dre hentoù [[Bro-C'hall]] hag [[Europa ar c'hornog]]. E-pad o zroiad kentañ er Stadoù-Unanet e vo ken souezhet ha ken entanet an Amerikaned gante ma vo graet un enrolladur "live" e [[Minneapolis (Minnesota)|Minneapolis]]. War-lerc'h e vo teir zroiad all er [[Stadoù-unanet]] hag un trede CD ( Ar seizh avel ).
 
Siwazh e vo lakaet ar strollad en arvar abalamour d'an diouer a verañ efedus. E 1986, e kuitaas Soïg Siberil ar strollad. [[Gilles Le Bigot]] a gemera e blas. Ur bedervet pladenn a voe enrollet neuze. Met goude un droiad e [[Bro-[[Yougoslavia]], [[Bro-C'hres]] ha [[Bro-Italia]] hag un toullad sonadegoù gant [[ar Chieftains ]] e [[Breizh ]] e voe disrannet ar strollad. Gant J-M Veillon ha [[Gilles Le bigotBigot]] e vo krouet [[Barzaz]]. Mont a reas Christian Le Maître a ya gant ar [[strollad [[Storvan]], ha war-lerc'h e kemeras perzh e meur a droiad, er [[CELTIC FIDDLE FESTIVAL]] gant [[K. Burke]] ha [[J.Cunningham]], da skouer.
 
Klenkañ a reas Jamie Mc Menemy e vouzouki er c'hignolhrignol... n’eo ket evit pell peogwir e vez klevet adarre e meur a enrolladur adalek 1993 : ''[["E Koad Nizan"]]'', ''[["Swing & Tears"]]'', ''[["La Ballade du Nord-Ouest"]]''... ha gant ar strolladoù [[TAXITaxi MAUVEMauve (strollad)|Taxi Mauve]] hag [[ORIONOrion (strollad)|Orion]].
 
E 1999, ez eo bet adsavet ar strollad, ar wech-mañ gant ar soner gitar dispar [[Nicolas Kemener]] hag a zo ivez kaner ha soner fleüt.
 
E penn-kentañ ar bloaz 2001 ez eus bet lakaet pladennur nevezbladenn Kornognevez da zont er-maez.
 
==Pladennoù savet ganto:==
 
[[Rummad:Strolladoù sonerien Breizh]]