Finland : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 210:
[[Helsinki]] eo ar [[kêr-benn|gêr-benn]], gant un hanter milion a dud o chom enni. En-dro d’ar gêr-benn e kaver kêrioù bras all evel [[Espoo]] pe [[Vantaa]]. Kêrioù bras all eus ar vro a zo enno tremen kant mil den : [[Tampere]], [[Turku]] hag [[Oulu]].
 
Div yezh ofisiel a zo e Finland : ar [[finneg]] (''suomi''), a vez kaozeet gant 91,9% eus an annezidi evelda yezh kentañ hag ar [[svedeg]] (''svenska''), a vez komzet gant 5,5% eus an dud. En arvor hag en inizi [[Åland]] emañ ar [[svedegerien Finland|svedegerien]]-se o chom. E [[Laponia]] e kaver ivez war-dro 7 000 den hag a gomz [[samieg]].
 
Ouzhpenn se ez eus ivez un nebeud [[rusianeg]]erien, [[tatareg]]erien pe [[estoneg]]erien.
 
Hervez ur studiadenn eus 2004, an darn vrasañ eus tud Finland (83,8%) a zo [[Luteraniezh|Luteraned]] hag un niver bihan anezho (1,1%) a zo [[Ortodoksiezh|OrtodoksedOrtodoks]]ed. Anavezet eo an div iliz-se, luteranluterain hag ortodoks, gant ar stad. Ar peurrest eus an dud a heuilh relijionoù all, [[protestantiezh|kredennoù protestant]] (estreget al [[luteraniezh]]), [[yuzevegezh]], [[islam]], pe c’hoazh n’o deus relijion ebet.
 
Abaoe ar brezelioù a zo bet gouzañvet gant Finland, ha dreist-holl abaoe an [[Eil brezel bed]], ez eus deuet kemmoù bras er boblañs. Goude ur prantad ma oa bet tud o tont eus [[Karelia]] da repuiñ e rannvroioù all Finland, e voe kalz tud o kuitaat ar vro abalamour ma oant diskredik e c’hellje adsevel ha bleuniañ e -skeud an [[Unaniezh Soviedel]] goude ar brezelioù. Padout a reas an divroañ-se betek ar bloavezhioù 1970. Hag er bloavezhioù 1990 e krogas Finland, evel broioù all [[Skandinavia]], da zegemer tud hag a zeue diouzh broioù an ez-Unaniezh Soviedel.
 
== Tud brudet ==