Finland : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
-liamm fall
Linenn 54:
Ur [[republik]] demokratel eo Finland. Un tamm galloud zo gant [[prezidant ar Republik]], dreist-holl war dachenn an darempredoù etrebroadel. Met ar braz eus ar galloud zo gant ar gouarnamant, renet gant ur [[kentañ ministr|c’hentañ ministr]] zo dibabet gant ar [[parlamant]].
 
E [[Parlamant Finland]] ('''[[Eduskunta]]''' e [[finneg]] pe [["Riksdag]]" e [[svedeg]]) n’eus nemet ur gambr, enni 200 kannad dilennet evit pevar bloaz gant ar [[mouezhiañ kenfeuriek]].
 
E [[1906]] e oa bet savet ar parlamant-se pa oa bet degaset ar [[mouezhiañ hollek]] (paotred ha merc’hed) en amzer ma oa Finland un dugelezh vras stag ouzh [[Rusia]]. Merc’hed Finland a voe ar re gentañ gant ar [[gwir da votiñ]] en Europa. Abaoe an amzer-se eo bet renet Finland gant tri strollad politikel bras : strollad ar c’hreiz (''Keskusta'', KESK), strollad ar virourien (''Kansallinen Kokoomus'', KOK) hag ar strollad sokial-demokratel (''Suomen Sosiaalidemokraattinen Puolue'', SDP). Strolladoù bihanoc’h zo ivez evel Emglev an tu kleiz (''Vasemmistoliitto'', VAS), savet e-lec’h ar strollad komunour, ar Re C’hlas (''Vihreä Liitto'', VIHR), ha strollad ar svedegerien (''Svenska Folkpartiet'', SFP). Merket don eo bet buhez politikel ar vro gant an enebiezh etre an enepkomunourien hag an tu kleiz, ha gant pouez an [[Unaniezh Soviedel]] e-kichen.