Diforc'hioù etre adstummoù "Kleopatra VII"

13 okted ouzhpennet ,  6 vloaz zo
Liamm resisoc'h
D (Bot : fr:Cléopâtre VII a zo ur pennad vat)
(Liamm resisoc'h)
Kleopatra a renas da gentañ war un dro gant he zad [[Ptolemaios XII|Ptolemaios XII Auletes]] ha diwezhatoc'h gant he breudeur, [[Ptolemaios XIII]] ha [[Ptolemaios XIV]], a euredas ganti diouzh giz Henegiptiz, met dont a reas en diwezh da vezañ ar riegez nemeti. n'he doa bugel ebet eus ar priedoù-se. Dont a reas da vezañ serc'h [[Julius Caesar]], ar pezh a greñvaas he zron. Diwezhatoc'h e lakaas ar mab he doa bet gant [[Julius Caesar]], [[Caesarion]], da genren ganti.
 
Goude drouklazh [[Julius Caesar]] e 44 kent JK, e enebas gant [[Marcus Antonius]] ouzh hêr Caesar diouzh al lezenn, [[Augustus|Gaius Julius Caesar Octavianus]] (anvet diwezhatoc'h [[Augustus]]). Bet he doe gevelled gant [[Marcus Antonius]], [[Kleopatra Selene II]] hag [[Aleksandr Helios]], hag ur mab all, [[Ptolemaios Filadelfos (Kleopatra)|Ptolemaios Filadelfos]]. Goude bezañ bet trec'het en [[emgann Actium]] gant armeoù Octavianus, Marcus Antonius en em lazhas. Kleopatra en em bersekutas ivez war e lerc'h, flemmet gant un [[naer egiptat|naer]] hervez an hengoun, d'an 12 a viz Eost 30 kent JK.<ref>"[http://www.smithsonianmag.com/history-archaeology/biography/cleopatra.html Who Was Cleopatra?]", p 2, ''Smithsonian Magazine''</ref> He mab [[Caesarion]], a oa anvet faraon war lerc'h he marv gant e harperien, met drouklazhet e oa war urzh Octavianus. He rouantelezh a zeuas da vezañ proviñs roman Egipt.
 
<!--
43 616

modifications