Treblinka : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 41 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q152010
D Bot : en:Treblinka extermination camp a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 6:
Ar c'hamp, renet gant an [[SS]] ha gwarded eus Europa ar Reter, a oa div lodenn ouzh e ober : Treblinka I ha II. Ar c'hamp kentañ a oa un ''Arbeitslager'', ur c'hamp labour. Labourat a rae ar brizonidi pe er vengleuz grouan nepell ac'halese pe da ganouc'hellañ an takad. Etre miz Even 1941 hag an 23 a viz Even 1944 e varvas ouzhpenn an hanter eus an 20 000 prizoniad, muntret, gwallgaset pe marvet gant an divi ma oant erru.
 
Treblinka II a oa savet evel ul labouradeg marv. En tu all da 99% eus an holl a errue eno a veze kaset diouzhtu d'ar [[kambr-gaz|c'hambroù-gaz]] ma vezent lazhet gant ar moged kaset gant tankoù sovietet kemeret{{daveoù a vank}}. An niver bihan a brizonidi na oant ket lazhet diouzhtu a zeue da vezañ [[Sonderkommandoed]]<ref name=BBC>BBC History of World War II. Auschwitz; Inside the Nazi State. Part 3, Factories of Death.</ref>. Ar strolladoù sklaved a oa rediet da zouarañ an dud lazhet gant an Nazied e bezioù boutin. Diwezhatoc'h e voe devet ar c'horfoù e tantadoù savet en diavaez.
 
Paouez a reas Treblinka II da labourat d'an 19 a viz Here 1943 goude un emsavadeg eus ar Sonderkommandoed. Lazhet e voe meur a ward alaman ha 300 prizoniad a dec'has<ref name=USHMM>[http://www.ushmm.org/wlc/en/article.php?ModuleId=10007257 Treblinka: Chronology]</ref>. Adalek miz Meurzh 1942 e loc'has an SS ar ''[[Sonderaktion 1005]]'' da guzhat muntradeg milionoù a dud e framm an ''Aktion Reinhard''. Savet e voe ''Leichenkommandoed'' <!--("corpse units")--> gant prizonidi Treblinka da zizouarañ ha da loskiñ ar c'helanoù beziet e bezioù boutin. Chom a ra nebeut a roudoù eus ar c'hamp da welet hiziv<ref>BBC History of World War II. Auschwitz; Inside the Nazi State. lodenn 3, "Factories of Death". </ref>.
 
== Notennoù ==
<references/>
 
[[CategoryRummad:Kampoù-diouennañ]]
 
{{Link GA|en}}