Diforc'hioù etre adstummoù "Charles de Gaulle"

D
Bot : pl:Charles de Gaulle a zo ur pennad vat; Kemm dister
D (Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q2042)
D (Bot : pl:Charles de Gaulle a zo ur pennad vat; Kemm dister)
:''Diwar-benn prezidant Bro-C'hall eo ar pennad-mañ. M'emaoc'h o klask ar barzh eus an XIX{{vet}} kantved, sellit ouzh [[Charles-Jules de Gaulle]]''.
[[Restr:De Gaulle-OWI.jpg|200px|thumb|right|Ar jeneral de Gaulle]]
'''Charles de Gaulle''' a zo bet ganet d'an [[22 Du|22 a viz Du]] [[1890]] e [[Lille]], e departamant an [[Nord|Norzh]] ([[Bro-C'hall]]) ha tremenet d'an [[9 Du|9 a viz Du]] [[1970]] e [[Colombey-les-Deux-Églises]], e departamant an [[Haute-Marne]] ([[Bro-C'hall]]).
Soudard a-vicher ha jeneral, politikour ha den-Stad gall e oa.
 
 
== Orin ==
Tiegezh mamm Charlez de Gaulle, an tiegezh Maillot, a oa a orin eus ar [[Flandrez]] c’hall. A-berzh al lodenn-se eus e diegezh e tiskenne de Gaulle eus hendadoù [[iwerzhon]]at (ar MacCartaned, [[Jakobouriezh|Jakobited]] tec’het da Vro-C’hall goude an Dispac’h klodus, [[skos]]at (Ar Fleminged), hag [[alaman]] (ar gKolbed, a orin eus [[Baden|Dugelezh Baden]]). Tad-kozh ar jeneral de Gaulle a-berzh he mamm a oa ur patrom bras en Industriezh ar gwiadoù e [[Lille]].
 
 
* [[Pêr de Gaulle]] (1897-1959) hag a vo ezel eus ar Rezistañs, politikour, ha merour embregerezhioù.
 
Abred-kenañ, e dad a lakaas Charlez da zizoloiñ oberennoù [[Maurice Barrès|Barrès]], [[Herri Bergson|Bergson]] ha [[Charlez Péguy|Péguy]]. [[Unpennelouriezh|Unpennelour]] eo an tiegezh ha lenn a ra an tad ''[[L'Action française]]'' (betek kondaonidigezh luskad [[Charles Maurras]] gant ar [[Vatikan]]). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », [[afer Dreyfus|dreyfusour]] e vint ha mont a reont a-du gant an [[Trede Republik]] en doare goulennet gant ar pab. E dad en deus estlamm ouzh [[Louis-Nathaniel Rossel|Louis Rossel]], « jeneral » eus ar [[Kumun Pariz|Gumun]], fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».
 
Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles de Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaa-Aquin (hiziv [[lise Sant-Tomas-Aquin]]) e [[Paris]]. Goude an enkadennn bolitikel a heul disrann an iliz hag ar stad e [[1905]], Charlez de Gaulle a ya da genderc’hel e studioù da [[Belgia|Velgia]], ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo.
 
 
Mont a ra da [[Skol arbennik milourel Saint-Cyr|Skol milourel Saint-Cyr]] e [[1908]] ha goude d'ar [skolaj Stanislas Pariz|skolaj prevez katolik Stanislas]] e Pariz. Kuitaaat a ra anezhañ e [[1912]] gant e skrid-testenni (er Rummad Fès a oa an hini a zeufe da vezañ ar [[Alphonse Juin|marechal Juin]] ar major anezhañ) ha choaz a ra da vont en droadegiezh. Kaset eo d’an [[33vet rejimant troadeien linenn|33{{vet}} rejimant troadeien]] en [[Arras]], dindan urzhioù ar c’horonal [[Fulup Pétain|Pétain]].
 
== [[Brezel-bed kentañ]] ==
Letanant ar [[Brezel-bed kentañ|C’hentañ brezel bed]] ez eo anvet kabiten adalek [[1915]]. Gloazet e oa kerkent hag e gentañ emgann e [[Dinant]] (reter [[Belgia]]) d’ar 15 a viz Eost [[1914]]. Kaset e oa goude d’an 33{{vet}} RI war dalbenn Champagne evit ren ar 7{{vet}} kompagnunezh. Gloazet eo a-nevez d’an 10 a viz Meurzh [[1915]] en dorn kleiz, e-pad [[Emgann ar Somme]]. Mennet d’en em gannañ e tisent d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se ez eo torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser tatillon, volontiers cassant, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a laka anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnig [[komandant]] an 33{{vet}} RI kemer anezhañ da eiler.<br />
D’an 2 a viz Meurzh [[1916]] e oa taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn [[Douaumont]], e-kichen [[Verdun (Meuse)|Verdun]]. Distrujet-naet eo e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re zo chomet bev zo gronnet gant an Alamanted. Hervez an istor ofisiel e klask De Gaulle toullañ linennoù an enebourien; rediet eo e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamanted a ra ar memes tra hag a c’hloaz anezhañ gant un taol [[baionetez]] en e vorzhed kleiz<ref>[[Max Gallo]], ''De Gaulle'', levrenn gentañ : ''L'appel du destin'', III, 10</ref>. Prizoniet gant an Alamanted ez eo pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all: « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten de Gaulle e oamp rediet da godianañ. »<ref>Testeni Samson Delpech, embannet e ''Sud-Ouest Dimanche'' d’ar 16 a viz Ebrel [[1961]] ha d’an 29 a viz Meurzh [[1966]].</ref>
 
 
Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da greñvlec’h [[Ingolstadt]], e [[Bavaria]], ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a ra eno war un dro gant ar jeneral da zont [[Jord Catroux]], ar c’hazetenner [[Remi Roure]], an embanner [[Berger-Levrault]] hag ar marechal sovietek da zont [[Mikael Toukhatchevski|Toukhatchevski]]. Ur « lamentable exil », e-giz-se e teskriv d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverrañ an amzer e aoz gant e kenseurted displegadennoù war stad ar brezel. Klask a ra dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an [[Arsav-brezel#Arsav-brezel 1918|Arsav-brezel]] an 11 a viz Du [[1918]] hag adkavout a ra e diegezh e miz Kerzu. Un eñvor c’hwerv a zalc’ho eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istimañ a raio bezañ un « distroer » (« tasmant »), ur soudard didalvoud n’en deus servijet da netra. Roet e vo dezhañ neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al [[Lejion a enor]], d’an 23 a viz Gouere [[1919]] hag ar [[Kroaz-brezel 1914-1918|Groaz-brezel 1914-1918]] gant ar steredenn arem.
 
 
Diwar-benn ar prantad bac’hidigezh, goude e zaskor, en deus disklêriet ar jeneral Perré e 1966 : "Unan eus ma c’hamaraded a oa prizoniad gant de Gaulle en deus lavaret din ar pezh da-heul : ar Voched a rae an enor d’an ofiserien c’hall a oa en em gannet gant kalonegezh da rentañ dezhe o sabrenn da geñver lidoù zo, e-giz an oferenn da skouer. N’o doa ket rentet e hini d’ar c’habiten de Gaulle. Hemañ, a grede e oa bet disoñjet, a c’houlennas anezhañ en un doare rok. Souezhet e oa an Alamanted gant e c’houlenn met betek gouzout e renjont un enklask diwar degouezhioù e zaskor. Goude an enklask-se ne rentjont ket e sabrenn dezhañ".<ref>Testeni ar jeneral Perré d’an 11 a viz Even 1966, adkemeret gant ar c’hazetennoù en estrenvro. En desped d’ar pezh a c’houlenne ar C’haolisted, an Élysée ne zislavaras ket ar c’homzoù-se.</ref>
 
== Etre an daou vrezel ==
Kendelc’her a ra Charles de Gaulle e respet en arme.
 
Eus [[1919]] da [[1921]], de Gaulle zo kaset e [[Polonia]] e lec’h ma kemer perzh e stummadur an arme nevez a stourm gant berzh ouzh an [[Arme ruz]]. Levezontet eo gant an aergelc’h [[enepyuzevegiezh|enepyuzev]] taer ha [[pogrom]]our, evel m’en diskouez daou lizher kaset d’e diegezh hag embannet en eil levrenn ''Lettres, notes et carnets ''<ref>« Et au milieu de tout cela, d'innombrables […] détestés à mort de toutes les classes de la société, tous enrichis par la guerre dont ils ont profité sur le dos des Russes, des boches et des Polonais, et assez disposés à une révolution sociale où ils recueillaient beaucoup d'argent en échange de quelques mauvais coups. » ''Lettres, notes et carnets'', embannadur Plon, 1980, levrenn 2, p. 28. an anv a zeu goude ''innombrables'' a oa tennet gant an embanner.</ref>.
Pa zistro ar c’habiten de Gaulle ez eo karget a gentelioù e Skol Sant-Cyr, kent bezañ degemeret er [[Skol uhel brezel]] e [[1922]].
 
 
Dimeziñ a ra Charles de Gaulle gant [[Yvonne de Gaulle|Yvonne Vendroux]] (22 a viz Mae [[1900]] e [[Calais]] - 8 a viz Du [[1979]] e [[Pariz]]), d’ar 7 a viz Ebrel [[1921]]. Tri bugel en do ganti :
* [[Philippe de Gaulle]] (28 a viz Kerzu [[1921]] e [[Pariz]]). Amiral e vo ha [[sened (Bro-C’hall)|senedour]]].
* Élisabeth de Gaulle, ganet d’an 15 a viz Mae [[1924]] à Pariz.
* [[Anne de Gaulle]] (1añ a viz Genver [[1928]] e [[Trier (Alamagn)|Trier]] - 6 a viz C’hwevrer [[1948]] e [[Colombey-les-Deux-Églises]]), ganet trisomek.
E [[1925]] ez eo kaset da [[strollad-ren]] ar [[Fulup Pétain|marechal Pétain]], besprezidant [[Kuzul uhel ar brezel]]. Kaset eo da [[Trier|Drier]] e [[1927]], evel komandant an 19{{vet}} Batailhon chaseourien war droad (BCP). D’ar c’hentañ a viz Genver [[1928]] e teu e eil verc’h, Anna, er bed. De Gaulle zo kaset d'ar [[Sav-Heol]] e [[1929]] ha tremen a ra daou vloaz e [[Beyrouth]] gant e diegezh. E [[1931]] e anver anezhañ e Sekretouriezh Hollek an Difenn Broadel e Pariz. A-bouez eo ar post nevez-se evitañ rak tro en deus d’ober anaoudegezh gant aferioù ar stad.
 
Koronel eo adalek [[1937]] hag anvet eo e penn ar 507{{vet}} rejimant tankoù e [[Metz]]. Da goulz an disklêriadenn brezel graet gant [[Bro-C'hall]] hag ar [[Rouantelezh-Unanet]] d’an [[Alamagn|Trede Reich]], d’an 3 a viz Gwengolo [[1939]], ar c’horonal de Gaulle zo anvet komandant eus tankoù ar V{{vet}} Arme.
 
 
 
 
E-pad ar bloavezhioù-se eo e tiorren Charles de Gaulle e vennozhioù diwar-benn arz ar brezel. Embann a ra ''La Discorde chez l'ennemi'' ([[1924]]), ''Le Fil de l'épée'' ([[1932]]), ''[[Vers l'armée de métier]]'' ([[1934]]) ha ''La France et son armée'' ([[1938]]). Al levr-se a laka broc’h da sevel etre ar c’habiten hag ar [[Fulup Pétain|Marechal Pétain]], en dije bet c’honat da sinañ anezhañ.
 
E [[1932]], ''Le Fil de l'épée'' a zegas da soñj pouez stummadur an ofiserien ha pouez an degouezhioù. Komz a ra eus an ezhomm eus ur c’horf [[tank]]où, gouest da dennañ en un doare galloudus ha da zilec’hiañ buan war un dro, gouest da gas argadoù hardizh da benn.
 
En e levr ''[[Vers l'Armée de métier]]'' embannet e [[1934]] e tiorro ar mennozh-mañ na c’hall bezañ diorroet nemet gant un arme a-vicher e-kichen enrolladur ar geodediz. Koulskoude ar mennozh-se n’eo ket degemeret-mat gant kalz a dud, war-bouez : ''[[l'Action française]]'', nemedenn heverk, a salud meur a wezh dindan pluenn [[Charles Maurras]] ha [[Jacques Bainville]] e vennozhioù modern diwar-benn ur brezel argadus hag e zisfiz e-keñver ar [[germanouriezh|c'hermanouriezh]] o tiwan en-dro, [[Paul Reynaud]], [[kannad]] eus an [[tu-dehou]], pe [[Fulup Serre]].
 
En estrenvro, war ar c’hontrol, implij an [[tank]]où evel m’eo aliet gant de Gaulle a sach an evezh ([[Heinz Guderian|Guderian]], [[Liddell Hart]]). ''Vers l'armée de métier'' n'en deus e [[Bro-C'hall]] nemet un tamm berzh dleet d’ar guriusted, met aweniñ a ra, poz dezhañ e-unan, ar jeneral Guderian, krouer an nerzh mekanik alaman.
 
 
E [[Pariz]] e taremprede de Gaulle tud a-bouez liammet gant ar [[Emil Mayer|c’horonal Emil Mayer]], war e leve ha digor-kenañ e spered, a-du gant un adreizhadenn eus ar [[strategiezh]]. Arabat e oa chom d’en em zifenn a-dreñv al [[linenn Maginot]]. Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile.
 
Harpet war mennozhioù ar [[John Frederig Charles Fuller|jeneral Fuller]] hag ar buruteller milourel saoz [[Liddell Hart]], de Gaulle a zifenn ur [[brezel lusk]] renet gant soudarded a-vicher, ha harpet gant tankoù. De Gaulle a ra e gentañ prezegenn er [[Sorbonne]] en nevezamzer [[1934]], war intrudu ar [[Kelc’h Fustel-de-Coulange|c’helc’h Fustel-de-Coulange]], un aozadur liammet gant an [[Action française]]<ref>Eugen Weber, ''L'Action française'', embannadur Hachette, 1990, p. 297, notenn ''e''</ref>. Charles de Gaulle en deus mennozhioù [[unpennelouriezh|unpennelour]]. Dleet eo dezhañ derc’hel d’an dever taverezh evel an holl soudarded met disklêriañ a ra en e lizhiri prevez ar bri dister en deus evit ar [[renad parlamant]] ha lavaret e kav gwell ur renad kreñv<ref>Éric Roussel, ''Charles de Gaulle'', embannadurioù Gallimard, 2002, p. 44</ref>. Betek fin e vuhez e tiskouezo e estlamm ouzh personelezh hag oberenn an istorour roueelour [[Jacques Bainville]].
 
Ne ra ket berzh e vennozhioù a-fed strategiezh abalamour da [[mirouriezh|virouriezh]] renerien an arme gall diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, en abeg m’o deus disfiz ar Republikaned evit ur soudard en deus ar vrud da vezañ a-du gant mennozhioù [[Maurras]]. Koulskoude, de Gaulle, diskibl [[Charlez Péguy|Péguy]] (levezonet gant ar sokialouriezh difennet gant [[Pierre Leroux]]) ha [[Henri Bergson|Bergson]], a oa bet stummet gant ar c’horonal Mayer, ofiser a orin yuzev, [[dreyfus]]our ha tost d’ar sokialouriezh. Eveltañ en deus darempredet ar ''Club du Faubourg'' sokialour (Kent ar [[Brezel bed kentañ]] en doa kemeret perzh, e [[Lille]], e meetingoù eus [[Jean Jaurès|Jaurès]]) ha luskadoù [[digensentouriezh|digensentour]] ar bloavezhioù 30 (Esprit, ha kement zo.). Lakaet en deus e anv ivez en aozadurioù katolik eus an tu-kleiz : ar ''Sillon'' eus [[Marc Sangnier]], « les Amis de ''Sept'' », «les Amis de ''Temps Présent'' », diagentour ''[[Témoignage chrétien]]''. A-du edo al luskadoù-se a-hend-all gant [[Talbenn ar bobl]] ha gant emell Bro-C’hall evit difenn [[Spagn#Eil Republik Spagn|Eil Republik Spagn]].
 
[[Leon Blum]] a ziskouezas e enebiezh vras ouzh mennozhioù ar c’horonal de Gaulle e tri fennad-skrid embannet gant ar [[Populaire]], rak doujañ a ra e vefe implijet an arme-se a-enep ar bobl, an harzherien-labour peurgetket. Ha da dra, en ul lizher eus [[1935]] kaset da [[Paol Reynaud|Baol Reynaud]], de Gaulle ne argase ket an implij-se tamm ebet. Arroudennoù zo el levrioù embannet gant de Gaulle a blij d’an [[Action française]]<ref>Robert Frank, « Le Front populaire a-t-il perdu la guerre ? », e Michel Winock (rener), ''Les Années trente. De la crise à la guerre'', embannadurioù du Seuil, « Points »-histoire, pp. 107/109</ref>.
Pa darzhas ar brezel, Charles de Gaulle a oa koronal atav (memes ma hañval bezañ war-nes dont da vezañ jeneral), komandant ar [[507vet rejimant tankoù emgann|507{{vet}} rejimant tankoù emgann]] (RCC), e [[Metz]]. E miz Genver [[1940]] e kasas da bevar-ugent den, en o zouez [[Léon Blum]] ha [[Paul Reynaud]], d'ar [[Maurice Gamelin|jeneral Gamelin]] ha d'ar [[Maxime Weygand|général Weygand]], ur memorandum diazezet war ar brezel e [[Polonia]]. An destenn-se, anvet ''L'Avènement de la force mécanique'', a bouez war an ezhomm da lakat an tankoù hag ar c'hirri-nij da labourat a-gevret.
 
Tri devezh goude argadenn an Alamanted, d'an 10 a viz Mae [[1940]], a zeu a-benn da doullañ buan an talbenn gall, e roer da c'houzout da de Gaulle en deus divizet renerien an arme fiziañ ennañ ar [[4e rann-arme hobrejonet adarme|4{{e}} DCR]], an hini galloudusañ eus unvezioù hobrejonet bras an arme c'hall (enni 364 karbed hobrejonet<ref>[http://www.atf40.fr/ATF40/documents/chapitre%202.pdf Situation des troupes françaises au 10 mai 1940]</ref>). Kemer a reas he fenn evit gwir d'an 11 a viz Mae hepken. D'ar 15 a viz Mae e oa roet dezhañ an urzh da zaleañ an enebour e bro [[Laon]] da c'hounit amzer evit lakaat e plas ar 6{{vet}} arme karget da stankañ hent [[Pariz]]. War sevel emañ e rann-arme hobrejonet c'hoazh, e unvezioù n'o deus ket stourmet asambles biskoazh. Kas a reas koulskoude un enepargadenn ganti etrezek [[Montcornet (Aisne)|Montcornet]], e [[biz]] [[Laon]], unan eus ar re nemeti a zeuas a-benn da lakaat an Alamanted da gilañ. Pa wel emañ an arme c'hall war-nes bezañ koll, ar siviled hag ar soudarded hep armou war an hentoù, e-doug devezh ar 16 a viz Mae, e tisklêrias « ce qu'[il] a pu faire, par la suite, c'est ce jour-là qu'[il] l'a résolu. »<ref>« Alors, au spectacle de ce peuple éperdu et de cette déroute militaire, au récit de cette insolence militaire de l'adversaire, je me sens soulevé d'une fureur sans bornes. Ah ! C'est trop bête ! La guerre commence infiniment mal. Il faut donc qu'elle continue. Il y a, pour cela, de l'espace dans le monde. Si je vis, je me battrai, où qu'il faudra, tant qu'il faudra, jusqu'à ce que l'ennemi soit défait et lavée la tache nationale. Ce que j'ai pu faire, par la suite, c'est ce jour-là [16 mai] que je l'ai résolu. » ''in'' ''[[Mémoires de guerre]]'', levrenn I ''L'Appel'', Charles de Gaulle, ti-embann [[Bibliothèque de la Pléiade]], 1956, p35-36</ref>. De Gaulle n'en deus resevet ken ul lodenn eus unvezioù ar 4{{e}} DCR, met argadiñ a ra ur wezh kentañ gant 80 tank da glask troc'hañ linennoù kehentiñ ar rannoù-arme hobrejonet alaman d'ar 17 a viz Mae. Goude bezañ tizhet e balioù, en o zouez kêr Moncornet, ar 4{{e}} DCR, dre ma n'eo ket harpet gant unvezioù all, a rankas kilañ dirak an enebourien.
 
Pa zegouezh an unvezioù all eus ar 4{{e}} DCR, un argadenn nevez a oa kaset gant 150 tank. Goude bezañ tizhet he falioù kentañ e oa harzet gant tagadennoù ar c'hirri-nij hag ar c'hanolierezh alaman.
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00205/hommage-du-general-de-gaulle-a-l-ile-de-sein Ar jeneral De Gaulle en enez Sun war sit Ouest en mémoire]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00153/hommage-a-charles-de-gaulle-a-l-ile-de-sein Homaj ar jeneral De Gaulle en enez Sun war sit Ouest en mémoire]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00003/voyage-du-general-de-gaulle-en-bretagne-et-en-loire-inferieure Veaj ar jeneral De Gaulle e Breizh goude an eil brezel bed war sit Ouest en mémoire]
* [http://www.ina.fr/archivespourtous/index.php?vue=notice&from=fulltext&full=breton&cs_page=5&cs_order=0&num_notice=41&total_notices=146 Charlez de Gaulle o tistagañ un nebeud gerioù e brezhoneg da-geñver ur brezegenn e Kemper, d'an 2 a viz C'hwevrer 1969,dielloù an INA]
* [http://www.contreculture.org/AG%20De%20Gaulle%20id%E9es%20directrices.html Charles de Gaulle. Les idées directrices. Citations]
* [http://www.frontenac-ameriques.org/de-gaulle-quebec.php Charles de Gaulle] ha [[Kebek]] war lec’hienn ar gevredigezh Frontenac-Amériques
* [http://www.emdx.org/DeGaulle « Vive le Québec Libre! »]
* [http://archives.radio-canada.ca/IDC-0-17-209-1048-20/inoubliables/politique_economie/gaulle_quebec_libre « Vive le Québec Libre ! », gant ur video], er ment [[Windows Media Video]]
* [http://incarnation.blogspirit.com/archive/2007/01/22/trois-photos-du-general.html/ Un destenn gant Michel Onfray diwar-benn De Gaulle]
* [http://archives.radio-canada.ca/IDC-0-17-209-1048-20/inoubliables/politique_economie/gaulle_quebec_libre « Vive le Québec Libre ! », gant ur video], er ment [[Windows Media Video]]
 
{{Patrom:Prezidanted 5vetRF}}
{{Liamm PuB|he}}
{{Liamm PuB|ru}}
{{Link GA|pl}}
59 878

modifications