Rakrafaelouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 41 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q184814
D Bot : zh:前拉斐爾派 a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 2:
 
== Istor al luskad ==
E [[1848]] e voe savet ar Vreuriezh rakrafaelourel (''Pre-Raphaelite Brotherhood'') gant al livourien [[John Everett Millais]] , [[William Holman Hunt]], [[James Collinson]], ar barzh ha livour [[Dante Gabriel Rossetti]], ar c'hizeller [[Thomas Woolner]] hag ar vurutellerien arzoù [[William Michael Rossetti]] ha [[Frederick George Stephens]]. Al livour [[Ford Madox Brown]] a voe tost-tre ouzh al luskad, met ne gemeras ket perzh ennañ.
 
Fellout a rae dezho sevel oberennoù disheñvel diouzh an akademiegezh viktorian, ha tostoc'h ouzh arzourien gentidik Italia, a-raok [[Raffaello]], ha tostaat ivez ouzh o doare da livañ. Realouriezh an oberennoù, kalz munudoù hag implij livioù flamm eo ar pezh a felle dezho lakaat war wel. An dodennoù a zedenne anezho ar muiañ e oa ar [[Krennamzer|Grennamzer]], ar [[Bibl]] ha skridoù [[William Shakespeare|Shakespeare]], [[John Keats|Keats]] pe c'hoazh [[Robert Browning|Browning]]... C'hoarvezout a reas dezho sinañ ''PRB'' (da lavaret eo ''Pre-Raphaelite Brotherhood'') o oberennoù, ar pezh a lakaas tud zo da enebiñ outo, dre ma soñje da dud zo e oa an arouez-se un arouez ledouedel pe gevrinek.
 
[[SkeudennRestr:Dante_Gabriel_Rossetti_-_Proserpine.JPG|thumb|right|200px|[[Persefone]] gant Dante Gabriel Rossetti]]
E [[1850]] e lakjont embann ar gelaouenn ''The Germ'' (peder niverenn nemetken a zeuas er-maez), ma tisplegent damkaniezh al luskad. Reuz a savas kerkent hag embannet ar gelaouenn, dreist-holl peogwir e voe disprizet gant ar vurutellerien, war-bouez [[John Ruskin]].
 
Kemmoù a voe degaset d'al luskad : izili zo a guitae anezhañ, tra ma kemere perzh re all ennañ, evel da skouer [[Edward Burne-Jones]] ha [[William Morris]]. E [[1854]] e voe tost echu gant al luskad, ha disheñvel e voe ar pezh a reas an izili anezhañ : [[Thomas Woolner|Woolner]] az eas da [[Aostralia]], [[John Everett Millais|Millais]] a voe dilennet evel ezel kevredet ouzh ''Royal Academy of Arts'', tra ma kendalc'h [[Dante Gabriel Rossetti|Rossetti]] da livañ oberennoù o toujañ da bennreolennoù al luskad. Berzh a reas an oberennoù rakrafaelour a voe kinniget e Diskouezadeg etrevroadel Pariz e [[1855]].
[[SkeudennRestr:De_Morgan_Medea.jpg|thumb|right|200px|[[Medea]] gant Evelyn De Morgan]]
Ul lodenn vras eus arzourien al luskad a voe luc'hskeudennet gant [[Julia Margaret Cameron]], hag hi e-touez diaraogerien al luc'hskeudenniñ, hag a voe levezonet ganto ivez.
 
Linenn 91:
Image:Hunt rossetti.jpg|William Holman Hunt, ''Portrait of Dante Gabriel Rossetti'', 1853
 
File:Edmund Blair Leighton - signing the register.jpg|Sinañ ar marilh, gant [[Edmund Blair Leighton]]
Image:Ford Madox Brown - Work.jpg|Ford Madox Brown, ''Work'', 1852-65
Image:William Dyce 002.jpg|William Dyce, ''Pegwell Bay, Kent: a Recollection of October 5th 1858'', 1858-60
Linenn 99:
Image:Dante_Gabriel_Rossetti_-_Beata_Beatrix,_1864-1870.jpg|Dante Gabriel Rossetti, ''Beata Beatrix'', 1863
Image:Rossetti monna.jpg|Dante Gabriel Rossetti, ''Monna Vanna'', 1866
File:Rossetti, Dante Gabriel - La Ghirlandata - 1871-1874.jpg|Ar garlantez, gant Dante Gabriel Rossetti (1871-74)
 
File:Ophelia 1894.jpg|''[[Ophelia]]'', gant [[John William Waterhouse]], 1894
Linenn 115:
== Liammoù diavaez ==
# [http://agora.qc.ca/mot.nsf/Dossiers/Ar rakrafaelouriezh war Agora]
# [http://www.artcyclopedia.com/history/pre-raphaelite.html Artcyclopedia]
# [http://www.clio.fr/BIBLIOTHEQUE/les_preraphaelites_modernistes_et_reactionnaires.asp Les Préraphaélites, modernistes et réactionnaires] gant Muriel Castaing-Boissière, kelennerez e skol-veur Paris IV-Sorbonne
# [http://www.artrenewal.org ARC reneval ; Oberennoù rakrafaelour]
# [http://www.achome.co.uk/biographies/biographies.htm Pre-Raphaelite Brotherhood :Buhez an arzourien rakrafaelour]
# [http://www.achome.co.uk/chronology/chronology.htm Pre-Raphaelite Chronology]
Linenn 126:
[[Rummad:Livouriezh]]
[[Rummad:Istor an arz]]
 
{{Link GA|zh}}