Jezuz Nazaret : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot : af:Jesus van Nasaret zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 8:
e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o [[stoliadur|stoliañ]] an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro [[30]] e [[Jeruzalem]] e-pad gouel yuzev [[Pessa'h|Pask]], dindan ar prefed [[Pontius Pilatus]]<ref name="Christianisme 2000, {{p.}}XVII">[[Pierre Geoltrain]], « Les origines du Christianisme : comment en écrire l'histoire », in ''Aux origines du christianisme'', éd. Gallimard/Le Monde de la Bible, 2000, p. XVII.</ref>.
 
Embann a ra e ziskibled ez eo [[dasorc'hidigezh|dasorc'het]] goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar [[Mesiaz]] pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar [[kristeniezh|gristeniezh]] da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab [[Doue]], ar [[Mesiaz]] kaset d'an dud evit o daspren. En [[islam]] e vez graet ''[[Îsâ]]'' eus Jezuz ha unan eus ar [[profeded an islam|brofeded veur]] eo.
 
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an [[kristeniezh|Ilizoù kristen]], ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù [[deiziadur juluan|juluan]] — abaoe ar VI{{e}} kantved — ha [[deiziadur gregorian|gregorian]]. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.
Linenn 40:
[[Rummad:Profeded an Islam]]
 
{{Liamm PuB|af}}
{{Liamm PuB|ar}}
{{Liamm PuB|de}}