Kleopatra VII : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
D Bot : ceb:Cleopatra zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 8:
Goude drouklazh [[Julius Caesar]] e 44 kent JK, e enebas gant [[Marcus Antonius]] ouzh hêr Caesar diouzh al lezenn, [[Augustus|Gaius Julius Caesar Octavianus]] (anvet diwezhatoc'h [[Augustus]]). Bet he doe gevelled gant [[Marcus Antonius]], [[Kleopatra Selene II]] hag [[Aleksandr Helios]], hag ur mab all, [[Ptolemaios Filadelfos (Kleopatra)|Ptolemaios Filadelfos]]. Goude bezañ bet trec'het en [[emgann Actium]] gant armeoù Octavianus, Marcus Antonius en em lazhas. Kleopatra en em bersekutas ivez war e lerc'h, flemmet gant un [[naer egiptat|naer]] hervez an hengoun, d'an 12 a viz Eost 30 kent JK.<ref>"[http://www.smithsonianmag.com/history-archaeology/biography/cleopatra.html Who Was Cleopatra?]", p 2, ''Smithsonian Magazine''</ref> He mab [[Caesarion]], a oa anvet faraon war lerc'h he marv gant e harperien, met drouklazhet e oa war urzh Octavianus. He rouantelezh a zeuas da vezañ proviñs roman Egipt.
 
Betek hiziv an deiz eo chomet brudet Kleopatra e sevenadur ar C'hornôg. Bevañ a ra c'hoazh he c'houn en oberennoù arz niverus. Gallout a reer menegiñ trajedienn [[William Shakespeare]] ''[[Anton ha Kleopatra]]'', opera [[Jules Massenet]], ''[[Cléopâtre]]'', ha film 1963 ''[[Cleopatra (1963 film)|Cleopatra]]''. E kalz deskrivadurioù e tiskouezer Kleopatra evel un dekenn, hag he darempredoù gant ar wazed c'halloudusañ eus ar bed en hec'h amzer zo kemeret evel prouennoù eus he c'hened. En e ''[[Pensées]]'' ec'h embann [[Blaise Pascal]] e oa kemmet istor ar bed gant he c'hened: "Fri Kleopatra, ma vije bet berroc'h, dremm ar bed a-bezh a vije bet cheñchet."<ref>''[http://penelope.uchicago.edu/~grout/encyclopaedia_romana/miscellanea/cleopatra/bust.html| title The Beauty of Cleopatra]'', University of Chicago</ref>
 
== Notennoù ==
Linenn 24:
[[Rummad:Marvioù ar Iañ kantved kent J.-K.]]
 
{{Liamm PuB|ceb}}
{{Link GA|de}}
{{Link GA|fi}}