Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : es:Piano zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 70:
=== Ar Piano Mekanikel ===
 
Ar piano mekanikel kentañ a zae en dro get un dornell; ur seurt boest sonerezh e oa 'benn ar fin. E penn komañs an XIXvet kantved, e veze savet anezhañ àr rodoù hag implijet er straedoù get ar sonerion. Da heul eo bet ijinet ur wikefre a c'helle bout lakaet àr klavier ur piano ordinal; ur wikefre bizied e koad a boueze àr an touchennoù. A-benn ar fin, ez eo bet lakaet ar wikefre-mañ er piano da vat. Mont a rae en-dro get rolloù paper toullet ha meginoù ( bet erlec'hiet get ur c'heflusker tredan goude-se). E 1900 eh eus bet graet kenwerzh gettañ e-dan an anv pianola, hag a zo chomet dezhañ àr-lerc'h.
 
=== An Ograoù Hammond ===
Linenn 118:
== Pezhioù ar piano ==
 
* '''Ar Framm''' : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muiañ posubl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordiñ.
* '''Ar Brochoù ton e dir''': Bout eh eus unan dre gordenn.
* '''Ar Brochoù stagiñ''' : e dit int ha lec'hiet e traoñ ar c'hef. Aze 'maint evit strapenniñ ar c'herdin.
* '''Ar Savadenn e kerdin kraziet''' : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingaliñ ar stennadur skoret get ar framm.
* '''Ar Morzholennoù''' : Pa 'vez pouezet àr un douchenn e sav ar morzholenn evit skoiñ doc'h ar gordenn. Mentoù disheñvel a c'hellont kavit e-keñver ar piano. Graet in get bazhioù hir ha fin e koad. Lurellet int get meur a devder feltr gwasket ha peget doc'h ar c'hoad.
* '''Ar Vougerion''' :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumoù ha neuze ar son.
[[Restr:Steinway grand piano - pedals.jpg|120px|thumb|]]
* '''Ar Bedalenn dous''' ''(ar bedalenn a gleiz)'': Hennezh a dosta ar morzholennoù doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.
* '''Ar Bedalenn greñv''' ''(ar bedalenn a zehoù)'': Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet àr an touchennoù. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.
* '''An touchennoù''' : graet int get koad tener kalfichet un ur plankenn gwez sapin pe tilh. Gwechall e veze goloet an touhennoù gwenn get ivor olifant hag ar re zu get koad ebena. Hiriv an deiz eo bet erlec'hiet an danvezioù rall-se get plastik.
 
== Farderezh ur piano ==
Linenn 134:
[[Restr:Piano tuning.jpg|300px|thumb]]
 
* '''Ar C'hef pe ar Pezh arrebeuri''' : graet eo get pannelloù e kod derv. A waezhoù e vez lakaet dir pe houarn get ar c'hoad.
* '''Ar Voest kensoniezh''' : ur pezh bras e koad spruñs ag 1cm a devded. Un tamm krommet eo ha staget a-blom doc'h ar frammadur.
* '''Ar Varc'hoù-koad''' : e koad kalet int savet. Lakaat a reont ar c'herdin hag ar voest kensoniezh da zaremprediñ. Staget int get viñsoù ha peg.
* '''Ar pedalennoù''' : urzhiet int get loc'hoù ha pipedoù.
* '''Ar Framm e houarn''' : ur stumm amreizh 'zo dezhañ, teuzet eo en ur bezh hepken ha lakaet e plas dre sikour boulonoù.
* '''Ar C'herdin''' : staget int en tu get ar brochoù ton ha d'an tu arall get ar brochoù stagiñ. Trement a reont dreist d'ar varc'hoù-koad.
** Ar c'herdin boud : e dir int graet get kouevr ha laton tro-dro. Er mod-se int kreñvaet hep ma ne gollehent o gwevnder. Dalc'het e vez neuze kalite ar son.
** Ar c'herdin kreiz : div grodenn a vez dre notenn a-benn kreñvaat ar soneiz.
** Ar c'herdin skiltr : teir gordenn a vez dre notenn a-benn kempouez dasson an notennoù boud.
 
== Soniñ piano ==
Linenn 160:
 
{{Liamm PuB|eo}}
{{Liamm PuB|es}}