Marc'h Przewalski : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 46 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q22712
D Bot : eu:Przewalski zaldi zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 7:
{{Taxobox Anv skiantel | Equus ferus Przewalski | [[Poliakov]], [[1881]]}}
{{Taxobox Echu}}
'''[[Marc'h]] Przewalski''' ([[spesad]] ''Equus przewalskii'' pe [[isspesad]] ''Equus ferus przewalskii'' pe ''Equus caballus przewalskii''), pe '''Marc'h Prjevalski''', a zo ur spesad pe un isspesad tost-kenañ d'ar marc'h (''Equus caballus'').
 
== Istor ==
Marc'h Przewalski a vefe unan eus diaraogerien ar [[marc'h]] doñvaet. Koulskoude ne zeuas ket an den a-benn da zoñvaat anezhañ biskoazh.
 
Dizoloet e oa e [[1879]], gant ar c'horonal [[Nikolaï Mikhaïlovitch Prjevalski|N. M. Przewalski]]. An ergerzhour eus [[Rusia]] a gavas anezhañ e [[Dzoungaria]], er menezioù war lez [[Gouelec'h Gobi]]. A-raok an darvoud-se e soñje d'ar skiantourien e oa aet al loened-se da get, diouennet gant ar [[Mongoled|vongoled]] abalamour da gaout kig.
 
Roet e oa e anv skiantel e [[1881]], gant I.S. Poliakov, mirdiour Mirdi [[loenoniezh]] Akademiezh skiantoù [[Sant-Petersbourg]].
Linenn 18:
Goude an dizoloadenn e c'houlennas meur a zoo kavout un nebeud loened. Abalamour d'o gouezder e vije bet diskaret bagadoù a-bezh eus ar c'hezeg-se gant ar chaseourien evit tapout un nebeud loened hepken. Dre benn d'ar chase-se peurgetket ez eas ar spesad war rouesaat hag al loened gouez diwezhañ a oa spurmantet e [[Mongolia]] e [[1969]]. Adalek ar mare-se e oa sellet ouzh ar spesad-se evel diouennet en natur.
 
Miret e oa ar spesad bev er zooioù. Diskenn a rafe holl al loened a-vremañ eus ur strollad 9<ref>Hervez Boyd, Lee. (1994). [http://books.google.com/books?id=Bvg99Qq54nUC&pg=PA1&dq=Horses+in+World+War+II&lr=&client=firefox-a#PPA1,M1 ''Przewalski's Horse,'' p. 1.]</ref> pe 12<ref>Hervez Zimmermann, W. 1997. ''« Das Erhaltungszuchtprogramm Przewalskipferd, eine 10-jährige Zusammenarbeit in Europa'' ». Pp. 189–200 in : ''Populationsgenetik im Artenschutz'' (eds. A. Schreiber and J. Lehmann). meneget e [http://www.iucn.org/dbtw-wpd/edocs/2002-043.pdf ''Equids : zebras, asses and horses : status survey and conservation action plan'' - IUCN - 2002 - PDF, p 85].
</ref> gouenner (e-touez an 31 loen tapet bev e diwezh an [[Eil Brezel Bed]]), a ziskenne o-unan eus an 13 gouenner tapet e 1900<ref>"The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - '' [http://www.treemail.nl/takh/about/history.htm The history of the Przewalski horse]'' "</ref>. Gwirheñvel eo e oa un [[hiron]] marc'h doñv en o zouez<ref>[http://www.iucn.org/dbtw-wpd/edocs/2002-043.pdf ''Equids : zebras, asses and horses : status survey and conservation action plan'' - IUCN - 2002 - PDF, p 85].</ref>.
 
Linenn 25:
== Distro kezeg Przewalski en Natur ==
 
Savet e oa raktresoù da gas ar spesad e Mongolia en-dro ha d'e lezel da vevañ en natur. E 2010 e oa kaset teir oberatadenn gant ar pal-se e [[Mongolia]].
 
An « Ensavadur evit mirout ha gwareziñ kezeg Przewalski », a oa krouet en [[Izelvroioù]] e 1977, a zegasas ar c'hezeg kentañ e [[Mongolia]], e 1992, e Park broadel Hustai. Lezet e oa 84 loen da vont en natur betek 2004<ref>[http://www.iucnredlist.org/apps/redlist/details/41763/0 pennad ''Equus ferus''] war ''red list'' an [[UICN]] 21/02/2010.</ref>. Al loened degaset da Vongolia zo bet kustumet ouzh an hin da gentañ e-pad pell e klozioù bras, a-raok bezañ lezet da vont da vat<ref >The Foundation for the Preservation and Protection of the Przewalski Horse - '' [http://www.treemail.nl/takh/about/back.htm Back to the wild]''</ref>. E 2008 e oa 192 loen-kezeg e 24 [[harem]]<ref>[http://www.iucnredlist.org/apps/redlist/details/41763/0 pennad ''Equus ferus''] war ''red list'' an [[UICN]] 21/02/2010.</ref>.
 
Lezet e oa ivez Kezeg da vont en natur e Takhin Tal (Gobi B) gant ''Strollad etrebroadel Takhi'' (ITG). « Etre 1992 ha 2004, 90 ganet er zooioù a oa kaset e Mongolia. [...] Tri marc'h-servij all a oa kaset eus Park broadel Hustai betek Takhin Tal e 2007. E 2008 e oa 111 loen-kezeg e frankiz e nav strollad disheñvel er boblañs-se<ref>[http://www.iucnredlist.org/apps/redlist/details/41763/0 pennad ''Equus ferus''] war ''red list'' an [[UICN]] 21/02/2010.</ref>.
Linenn 65:
Disheñvel a-walc'h eo kezeg Przewalski diouzh ar c'hezeg doñv rak 66 [[kromozom]] en deus ha n'eo ket 64.
An enklaskoù diwar-benn [[DNA]] ar [[mitokondri]] o deus diskouezet ne oa ket kezeg Przewalski hendadoù ar c'hezeg doñv a-vremañ (Vila et al 2001)<ref name="IUCN-Przewalski" /> ».
Koulskoude, ar studiadennoù diwar-benn ar c'hemmoù etre glad genetek kezeg Przewalski hag hini ar c'hezeg doñv o deus diskouezet nebeut a gemm etrezo.
 
N'eus ken peder [[allelenn]] dezhe pevar [[loci]] merkerioù [[serom]] disheñvel a oa anavezet evel merkerioù dibar da gezeg Przewalski (Bowling ha Ryder, 1987). Ar pep brasañ eus adstummoù protein ar gwad a gaved e [[gwad]] an daou spesad kezeg, ha memes al lodenn eus an DNA anavezet evit ar bronneged da ziorroen ar buanañ (lodenn an DNA mitokondriek kontrollerezh), ne ziskouez ket kalz a gemmoù a-bouez etre an daou spesad (Ishida et al. 1995, Oakenfull ha Ryder, 1998). Sklaer eo eta ez eo liammet kezeg Przewalski hag ar c'hezeg doñv a-dost<ref>[http://www.iucnredlist.org/apps/redlist/details/41763/0 pennad ''Equus ferus''] war ''red list'' an [[UICN]] 21/02/2010.</ref>.
Linenn 104:
[[Rummad:Kezeg]]
[[Rummad:Bronneged]]
 
{{Liamm PuB|eu}}