Guns N' Roses : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q11895
D Bot : fi:Guns N’ Roses zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 21:
| lec'hienn = [http://www.gunsnroses.com/ gunsnroses.com]
}}
'''Guns N'Roses''' a zo ur strollad hard rock [[stadunanat]], krouet e Ker [[Los Angeles]] e [[1985]]. Krouet eo bet diwar daou strollad a gendeuzas, anvet A.L. Guns hag Hollywood Rose. Anavezet voent dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, kenderc'hel a reont da seniñ hiziv an deiz. Embannet o deus ur bladenn e [[2008]] anvet ''Chinese Democracy'', gortozet abaoe pell e oa. E miz Here [[2008]] e voe martezeaet o defe gwerzhet 100 milion a bladennoù er bed. Er penn-kentañ e oa diazezet Guns N'Roses war pemp ezel: ''Axl Rose'' (kan), ''Slash'' (gitar unanel), ''Izzy Stradlin'' (gitar lusk), ''Duff McKagan'' (gitar boud, gitar ouzhpennet) hag ''Steve Adler'' (taboulinoù), e [[1990]] e voe ouzhpennet un douchennaoueg c'hoariet gant ''Dizzy Reed''.
 
== 1987:Appetite For Destruction ==
Anevezet int mat gant o c'hentañ pladenn, ''Appetite For Destruction''([[1987]]) he zitl. A-drugarez d'o sonerezh graet mat hag ar brud o doa a-raok e voe gwerzhet tost 30 milion a bladennoù er bed, ar pezh a ra unan eus ar bladenn gwerzhet ar muiañ en istor ar sonerezh. Kanaouennoù brudetañ ar bladenn a zo:''Welcome To The Jungle'', ''It's So Easy'', ''Paradise City'' ha ''Sweet Child O'Mine''.
 
E [[1988]] e teuas er-maez ''GN'R lies''. ennañ 8 kanaouenn, en o-zouez 4 tennet eus un demo aet er-maez e [[1986]], e stumm un EP vinyl anvet ''Live ?!*@ Like a Suicide'', hag peder all akoustik. Ar bladenn-se he deus ur brud mat ivez, met ret e voe gortoz [[1991]] evit ma vefe heuliet brud ''Appetite'' gant div bladenn all anvet: ''Use Your Illusion I'' hag ''Use Your Illusion II''. E-pad an amzer-se e kollas ar strollad e dabouliner, eskemmet gant hini ''The Cult'', Matt Sorum e anv. Ouzhpennañ a rejont un douchennaoueg c'hoariet gant Dizzy Reed.
 
== 1991:Use Your Illusion I hag II ==
An div bladenn ''Use Your Illusion I hag II'', a zeas er-maez e miz Gwengolo [[1991]]. Plijet ha brudet int buan, gant kanaouennoù etrevroadel evel: ''You Could Be Mine'' (implijet er film ''[[Terminator 2: Judgment Day]]''), ''Don't Cry'', adseniñ a rejont ''Knockin' On Heaven's Door'' pe c'hoazh ''November Rain''. An div bladenn-se a zo gwerzhet tost 35 milion a skouerennoù er bed. Ar strollad a leunias holl leurennoù bras ar bed. Er bloavezh-se, Guns N'Roses a gollas unan eus e sonerien gentañ, ur c'hoarier gitar lusk Izzy Stradlin. Krogiñ a reas e respet unanel e anv ''Izzy Stradlin'And The Ju Ju Houds'' e [[1992]]. E blas a voe kemeret gant Gilby Clarke.
 
Goude e c'hoarvezas ur mare diskar, izili eus ar strollad a reas frisalioù, en o zouez Axl Rose (kaner). Reou a savas raktresoù kenstur evel Slash (gitar unanel) hag e strollad ''Slash's Snackepit'', gantañ Matt Sorum hag Gilby Clarke, e [[1995]]. Pe Duff McKagan gant e bladenn unanel ''Belive In Me'', e fin [[1993]]. Krouet e voe bet ivez ''Neurotics Outsiders'', ennañ Duff o seniñ gitar lusk, Matt saniñ gant S.Jones ken soner gitar er ''Sex-Pistols'' ha J.Taylor ken ''Duran Duran'', e-pad an hañv [[1996]]. E-pad ar raktresoù-se e kemeras Axl an anv ''Guns N'Roses'' hep komz gant ar strollad. An darvoud-se a lakaas izili eus ar strollad da guitaat anezhañ. Ar re-se a gejas ouzh Matt Sorum evit krouiñ ''Velvet Revolver'' e [[2002]].
 
An ti-embann ''Geffen'', a lakaas er-maez ur bladenn ''live'' e [[1999]] anvet ''Live Era '87-'93'' enni kanaouennoù enrollet e-pad sonadegoù disheñvel, hag e [[2004]] ''Greatest Hits'', ur bladenn hag a voe 1<sup>añ</sup> e-barzh kalz broioù disheñvel.
Linenn 41:
 
= Izili ar strollad =
Ouzhpennet eo bet un touchennaoueg all e 1999 c'hoariet gant ''Chris Pittman''. E 2000 un trede soner gitar, ''buckethead'', hiziv eskemmet gant ''Ron "Bumblefoot" Thal''. Ar strollad a zo savet neuze gant eizh tudenn. E miz Ebrel 2008, ''Robin Finck'' a za kuit eus GNR evit mont er strollad ma oa ennañ a-raok ''[[Nine Inch Nails]]'' e anv. Eskemmet eo e Meurzh 2009 gant ''Dj Ashba''.
 
E-barzh unan eus e pennad kaoz evit ar gazetenn ''Guitar Part'', ''Slash'' a lavar: (ar strollad a-raok) a oa ar gwir "Guns N'Roses", Axl ne gompren ket se. Ar strollad a oa eñ a-raok, 'oa sammaden personnelezh disheñvel hag santet e veze er son.
 
= Doare sonerezh =
Sonerezh Guns N'Roses a zo kalz stil lakaet asambles, en o zouez: ''Punk Rock'', ''Blues Rock'', ''Heavy Metal'', ''Trash Metal'' hag ''Rock N'Roll hengounel''. Levezon bras Guns a zo ar strollad eus Finland ''Hanoi Rocks'' anv. Kaner ar strollad en deus kanet gant Axl Rose. Axl en deus lavaret eo bet levezonet ivez ar strollad gant strolladoù envel: ''Queen'', ''AC/DC'', ''The Rolling Stones'' ha ''Rose Tatoo''. Son ''Appetite For Destruction'' zo bet levezonet gant ''AC/DC'' hag ''Aerosmith''.
 
{{Commons|Category:Guns N' Roses}}
 
{{Liamm PuB|fi}}