Olier V Klison : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizhskrivañ
D Bot : fr:Olivier V de Clisson zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 2:
 
[[Restr:Olivier de Clisson tomb.jpg|thumb|200px|<center>'''Olier V Klison'''<br />''(skeudenn vaen war e vez e Josilin)''</center>]]
'''Olier V Klison''', ganet d'an 23 a viz Ebrel [[1336]] e [[kastell Klison]] ha marvet d'an 23 a viz Ebrel [[1407]] e [[kastell Josilin]], a oa ur baron breizhat hag ur brezelour [[Bro-C'hall|gall]] eus dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]], kont [[Pourc'hoad]], baron [[Pontkastell-Keren|Pont-ar-C'hastell]], ha [[konestabl Bro-C'hall]]. Brudet e oa da vezañ brezelour kadarn ha kriz en emgannoù ; ''ar C'higer'' e oa e [[lesanv]].
 
Da gentañ e oa enebour bras Bro-C'hall, dre ma oa bet dibennet e dad e [[1343]] diwar urzh ar roue gall [[Fulup VI (Bro-C'hall)|Fulup VI]]. Goude e troas a-enep an dug [[Yann IV (dug Breizh)|Yann IV]], mignon d'ar [[Bro-Saoz|Saozon]], ha mont a reas da vrezeliñ evit ar rouaned c'hall [[Charlez V (Bro-C'hall)|Charlez V]] hag e vab [[Charlez VI (Bro-C'hall)|Charlez VI]].<br />
Linenn 9:
Dre ma oa brezelour ampart e voe anvet da gonestabl Bro-C'hall en 1380. Perzh a gemeras e [[Brezel Hêrezh Breizh]], hag en [[Emgann an Alre]], ma kollas ul lagad.
 
== E vuhez ==
Ganet e oa e [[kastell Klison]]. Mab e oa da [[Olier IV Klison]] (1300-1343), ha da [[Janed Belleville]].
[[FileRestr:Vue château et pont Clisson.jpg|thumb|upright=1|left|[[Kastell Klison]] ]]
Pa grogas [[Brezel Hêrezh Breizh]] e oa aet e dad a-du gant [[Charlez Bleaz]] ha [[Roue Bro-C'hall]]. Gouarnour kêr Gwened e oa pa voe kemeret kêr gant ar Saozon e 1342 da vare [[Sezizoù Gwened en 1342#Pevare seziz|pevare seziz Gwened en 1342]]. <br />
Prizoniet e voe Olier IV gant ar Saozon, a roe harp da gostezenn Monfort, ha kaset da Vro-Saoz. Dieubet e voe a-benn ur pennad, goude paeañ un arc'hant a voe kavet gwall vihan gant ar roue gall [[Fulup Valois]]. Krediñ a rae eta ar roue hag e guzulierien e oa Klison hag [[Edouarzh III (Bro-Saoz)|Edouarzh III]], roue [[Bro-Saoz]], oc'h iriennañ.
== Lakaet d'ar marv ==
Pedet e voe Olier da zont da Bariz d'un tournamant, a-gevret gant ur pemzek aotrou breizhat, gant ar roue [[Fulup VI (Bro-C'hall)|Fulup VI]]. Tamallet e voe dezhañ gant ar roue bezañ iriennet gant ar [[roue saoz]] Edouarzh III en divije kinniget dezhañ bezañ besroue Breizh.
 
Prizoniet e voe Olier hag ar re all tost kenkent, ha dibennet dirak koc'hu Pariz d'an 2 a viz Eost 1343. <br />
Kement-se a voe gwelet evel un torfed gant ar c'hronikour [[Jean Froissart|Froissart]] hag e gempredidi. Droug a savas ouzh ar roue gall e-touez noblañsed Breizh. Gwir eo ne glote ket ar seurt tro-gamm gant lezennoù ar varc'hegiezh hervez lennegezh ar mare. Ouzhpenn ne oa ket prouet treitouriezh Klison, prosez ebet ne oa bet, youl ar roue e oa bet ha netra ken<ref>Hervez Georges Bordonove e oa prouennoù gant Fulup VI hag a ziskoueze e oa aet Klison a-du gant ar Saozon.</ref>. hag en amzer-se ne veze ket intentet an dreitouriezh gant an dud uhel evel bremañ: fellout a rae dezho dibab, pa garent, da biv e roent o ger.
 
Gwashoc'h a voe. Ispilhet e voe e gorf ouzh ar [[post-kroug]] e [[krouglec'h Montfaucon]] e-kichenik Pariz, troc'het e benn outañ ha kaset da Naoned da vezañ diskouezet e penn ur goaf ouzh an nor Sauvetout. Lakaet e voe e gorf ivez ouzh dorojoù Pariz, evel ma veze graet d'an dorfedourien vras.
 
Intañvez Olier IV, Janed Belleville, a reas d'he mibien Olier ha Gwilherm touiñ kas an dorzh d'ar gêr d'ar roue gall. Gouestlañ a reas he madoù da sevel un arme da reiñ bec'h da harperien Bro-C'hall e Breizh. Dre ma kave aesoc'h brezeliñ war vor e paramantas daou lestr ha gant he daou vab e stagas da breizhata al listri gall. Un deiz avat e voe kemeret listri Janed gant listri gall, hogen tec'hel a c'hallas Janed gant he mibien war ur skaf. Pemp deiz ez ejont, kaset-degaset gant ar mor, ha mervel a reas Gwilherm gant ar sec'hed, arriv, ar skuizhnezh. Bod a gavas Olier hag e vamm e Montroulez, gant harperien Monfort.
 
Neuze e voe kaset Olier da Vro-Saoz, hag eñ daouzek vloaz. Savet e voe e lez Edouarzh III, a-gevret gant [[Yann IV| Yann Montfort]], danvez [[dug Breizh]]. C'hoari a rae ar roue saoz war pennhêr Montfort ha war Olier, a oa par da Yann el lez. Janed Belleville a addimezas da [[Gautier de Bentley]], ur Saoz a ouenn uhel, haga oa e penn an armeoù saoz e Breizh, hag a oa bet trec'h en [[emgann Mauron]] en 1352.
 
D'e drugarekaat e voe roet da Bentley douaroù e [[Beauvoir-sur-Mer]], [[Nermouster]], [[Bouin (Vendée)|Bouin]], ha re all. Amaury, eontr da Olier, a oa kuzulier gant Edouarzh III.
 
<!--
Linenn 35:
 
-->
== Dimezioù ==
[[FileRestr:ClissonNotreDameRoncierVitrail.jpg|thumb|[[Marc'harid Roc'han (war-dro 1330-1406)|Marc'harid Roc'han]] (war-dro 1335-14/12/1406) hag he fried, Olier V Klison.]]
== Notennoù ==
<references/>
 
Linenn 46:
[[Rummad:Ganedigezhioù 1336]]
[[Rummad:Marvioù 1407]]
 
{{Liamm PuB|fr}}