Marevezh ar Stadoù Brezelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q185063 (translate me)
D Bot : fr:Période des Royaumes combattants zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 39:
''Brezel ha labour-douar'' e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok , da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat.

A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadoù Brezelour e kreske skod an emgannoù, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, em gannañ dilezenn ha didruez dre armeadoù seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadoù Brezelour.

Gant kement a droaderien da duta, da stummañ, da derkañ ha da voueta e teskas ar renerien diskoulmañ kudennoù lec'haveiñ, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennañ ar muiañ a splet eus pinvidigezhioù o Stad a reas berzh war an tachennoù-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos treiñ o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hiñ tud, pourvezioù hag armoù, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredoù lidel, an hengoun : sujet da ezhommoù ha redioù ar brezel e oa pep tra.

Boulc'het-mat e oa patrom an Impalaeriezh, kent ma vije ganet an Impalaerieh zoken. Diwar doareoù ar Stadoù Brezelour e voe staliet gouarnamatoù ar remziadoù Qin ha Han e gwirionez.

Linenn 59:
=== Mennozhioù war vale ===
Klask a voe neuze war soñjoù nevez, alese ganedigezh ur vicher nevez : 游說 ''yóu shuì'', "kendrec'her kantreer". <ref>http://www.mandarintools.com/worddict.html </ref>

Mibin o spered, distag diouzh kement rener, kaset gant ar c'hoant da skignañ o mennozhioù ha d'o c'hreñvaat war-an-dro e yae an dud-se da vale bro a Stad da Stad a-benn kelenn ar renerien – kargidi, dileuridi, pennsoudarded, gouizien hag all – hag o lakaat da gemmañ o folitikerezh. Ampart e oant da isañ ar renerien an eil ouzh egile gant arguzennoù lemm pe lemmoc'h. <ref> LU, Xing, 1998 </ref>

Hep mar e c'haller lavaret e voe ar ''gendrec'herien gantreer'' an dud kentañ o lakaat al [[:en:Lobbying|''lobbying'']] e pleustr.

=== Kant Skol ar Prederiañ ===
Kement a vennozhioù nevez a voe ganet da varevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ha da hini ar Stadoù Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, ''zhū zǐ bǎi jiā'', ''Kant Skol ar Prederiañ''.

Div skol-brederouriezh pennañ a oa da vare ar Stadoù Brezelour : hini [[Konfusius|Gonfusius]] (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini [[Mo Zi|MO Zi]] (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.

Hervez Konfusius e ranke ar renerien chom renerien, hag o sujidi chom sujidi. Ret e oa avat d'ar renerien bezañ disi hag ur skouer evit o sujidi, ha pep sujed a c'hallje bezañ rener d'e dro mar bije ur ''junzi'' (un den a enor, un denjentil) anezhañ.

Un heulier da Gonfusius e voe [[Meng Zi|MENG Zi]] (372-289), a zisklêrias madelezhusted mab-den dre natur. Dre-se neuze ne c'hallje ket ur roue ren hep asant tav e sujidi, ha mar deuje da vezañ argazhet gant ar bobl e kollje ''Kefridi an Neñv''.

Enebourien e oa heulierien Konfusius ha re Vo Zi, pa ne c'halle ket, da skouer, ar Gonfusianed gouzañv heulierien Mo Zi pa lavarent e rankje an den karout tad e amezeg kement ha karout e dad dezhañ.

Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanoù d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechoù d'o mistri pa oant o faziañ en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuzioù ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhañ o amezeien dre gas brezel dezho.

Prederourien all avat a oa degemeret mat gant ar renerien, peogwir e oa o mennozhioù politikel diouzh doare marevezh ar Stadoù Brezel. En o zouez e oa ''SHEN Buhai'' (385-337), ''SHEN Dao'' (350?-275 ?) ha ''HAN Fei'' (~280-233), a stalias un doare disi – hervezo – da ren war ur Stad : al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|Lezennouriezh]], a oa diazezet war ur reizhiad lezennoù strizh lakaet e pleustr gant ur melestradur a heulie didruez ar reolenn "gopret pe gastizet".

Ker pouezus e oa tu politikel ar brederouriezh da vare ar Stadoù Brezelour ma kaver en ''Dao De Jing'', skrid-diazez an [[Daoegezh]] bet savet gant [[Lao Zi|LAO Zi]] hervez an hengoun, un nebeud doareoù da lakaat kelennadurezh an ''Dao'' e pleustr war an dachenn bolitikel.
Linenn 95:

[[Rummad:Istor Sina]]

{{Liamm PuB|fr}}