Kembraeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 106 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q9309
D Bot : gv:Bretnish zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 18:
Ur [[yezhoù keltiek|yezh keltiek]] eus ar skourr [[yezhoù predenek|predenek]] eo ar '''c'hembraeg'''. E Kembre e reer ''Cymraeg'' anezhañ. Ar yezh keltiek gant ar brasañ niver a gomzerien eo. Kar eo d'ar [[kerneveureg|c'herneveureg]] ha d'ar [[brezhoneg]].
 
Komzet e vez kembraeg e [[Kembre]], gant war-dro 611 000 den (da lavaret eo tremen 22% eus tud ar vro). E kornioù zo e vez komzet gant muioc'h eget 60% eus an dud. Komzet e vez kembraeg e [[Bro-Saoz]] gant tost da 150 000 a dud. Un nebeud kembraegerien zo ivez e [[Patagonia]] ([[Arc'hantina]]).
 
== Istor ==
Linenn 29:
=== Kembraeg a-vremañ ===
''Kembraeg modern'' a reer eus ar yezh implijet abaoe ar {{XVIvet kantved}}. D’ar mare-se e voe embannet ar [[Bibl]], troet e kembraeg gant [[William Morgan]] e [[1588]]. War urzh ar gouarnamant e oa bet troet ar skridoù santel e kembraeg, evel ma oant bet troet e saozneg. Adembannet e voe an droidigezh-se, adwelet gant ar geriadurour [[John Davies]], er c’hantved goude. Bras-meurbet e voe levezon ar Bibl kembraek evit stabilaat hag unvaniñ ar yezh skrivet. Geriadurioù kembraeg-latin ha latin-kembraeg a oa bet embannet gant John Davies ivez. Dalc’het e voe da labourat war ar yezh, pa voe embannet, en {{XVIIIvet kantved| XVIIIvet}} hag en {{XIXvet kantved}}, geriadurioù all, kembraeg-saozneg pe saozneg-kembraeg, pinvidik ha klok a-walc’h, evel hini [[Williams Evans]] e [[1771]], hini [[William Spurell]] e 1848-1850, pe hini [[Daniel Silvan Evans]] e 1852-1858. Gant al labourioù-se e anavezomp mat ar c’hembraeg ha frouezh o hêrezh a weler hiziv gant un oberenn evel ''Geiriadur Prifysgol Cymru'' (Geriadur Skol-veur Kembre), ur pikol geriadur istorel savet en [[XXvet kantved]].
[[SkeudennRestr:Welsh bicycle shop in Caernarfon.jpg|thumb|256px|Bruderezh divyezhek e stal marc'h-houarn]]
== Stad ar yezh ==
Daoust ma’z eo ar c’hembraeg ur yezh vihanniver, gwasket gant ar [[saozneg]], eo kresket an harp roet d’ar yezh e-pad an eil lodenn eus an [[XXvet kantved]], tra ma kreske an harp roet da strolladoù broadelourien, evel ar strollad politikel [[Plaid Cymru]] ha [[Cymdeithas yr Iaith Gymraeg]] (Kevredigezh ar Yezh Kembraek).
Linenn 39:
Kavout a reer kembraeg war ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] ivez. Abalamour d’al lec’hiennoù ofisiel an hini eo dreist-holl : ma klasker gerioù evel ''addysg'' (deskadurezh), ''cymdeithas'' (kevredigezh) pe ''llywodraeth'' (gouarnamant) e kaver skouerioù, met pa glasker gerioù pemdeziek evel ''buwch'' (buoc’h), ''eirlaw'' (dourerc’h) pe ''cyllell'' (kontell) e kaver kalz-kalz nebeutoc’h.
 
[[SkeudennRestr:wales.cardiff.slow.arp.750pix.jpg|thumb|right|256px|Enskrivadurioù e kembraeg war an hent]]
 
Gant gouarnamant ar [[Rouantelezh Unanet]] eo bet sinet ar [[Karta Europat evit ar Yezhoù Rannvroel pe Minorel|Garta Europat evit ar Yezhoù Rannvroel pe Minorel]], o venegiñ emañ ar c’hembraeg e-touez ar yezhoù a ranker doujañ dezho er framm-se.
Linenn 69:
* (1) En niver-se emañ an holl re a c’hell kompren, komz, lenn ''pe'' skrivañ kembraeg. 582 464 anezho a c’helle komz ar yezh, ha 457,890 a c’helle he c’hompren, he c’homz, he lenn ''hag'' he skrivañ.
 
[[SkeudennRestr:Siaradwyr y Gymraeg ym Mhrif Ardaloedd Cymru.png|right|thumb|256px|Kartenn a ziskouez an dregantad a gembraegerien e pep korn-bro.]]
 
Goude ma oa aet da fall un tamm bihan adalek penn kentañ an {{XXvet kantved]] (eus eur milion a dud da vetek 500 000 a dud oc'h ober ganti), med bremañ e teu ar sifroù da cheñch en tu mat. Un nerzh nevez zo gant ar sevenadur bremañ er vro (embannet e vez tro-dro da gant levr bep bloaz) ha gant ar c'hrouiñ traoù dre vras : Memes ma n'eus ken nemet 500 000 a dud oc'h ober ganti (20% eus an dud well-wazh), e [[kontelezh]]ioù ar gwalarn dreist-holl (''Cymru Gymraeg''), eo ret lavaret ez a war-gresk an niver a dud o kaozeal kembraeg (e [[1991]]), dreist-holl en takadoù zo bet savet kêrioù barzh enne, tro-dro da [[Kêrdiz|Gêrdiz]], e-lec'h ma zo abaoe hanter kant vloaz zo dija un deskadurezh divyezhek poellek ha klok (a drugarez m'ep bet anavezet ar yezh ent ofisiel gant al lezenn - Welsh Act eus ar [[Bloavezhioù 1970|bloavezhioù 70]]), ha n'eo ket evel en norzh. En doare-se ez eus tost da 10 000 re yaouank enskrivet e kentelioù kembraeg a-raok ar c'hentañ derez (''Mudiad Ysgolion Meithrin'', bed savet e [[1971]]), ha tost da 50 000 a skolidi a heuilh kentelioù er skol gentañ, muioc'h eget 30 000 en eil derez ; Istimet e vez, da skouer, ez eus 42% eus ar vugale 5 bloaz hag a oar kembraeg e [[1996]] (6% bet desket war barlenn o mamm, 8% hag a oar mat, 28% hag a oar un tamm bihan - Welsh Office). Med bez' ez eus kembraeg kalz er media (kazetennoù, radio, chadenn dele kembraeg S4C abaoe [[1982]], ha neuze e vez produet traoù a-feson ha rock selaouet gant ur bern tud yaouank, da skouer). Evel-se, ha pa vefe aet da fall un tamm bihan kembraeg an dud war ar maez (nebeutoc'h-nebeutañ a dud kozh oc'h ober gantañ). Met ar pezh zo a-bouez gant ar c'hembraeg eo e vez anavezet anezhañ gant an dud ha gant dileuridi ar Rouantelezh Unanet, a-fet lezenn.
Linenn 98:
== Rannyezhoù ==
 
E kembraeg evel e n’eus forzh peseurt yezh e kaver [[rannyezh]]où disheñvel. Diforc’hañ a reer peurvuiañ div rannyezh vras : kembraeg an hanternoz ha kembraeg ar c’hreisteiz. Diforc’hioù a gaver etrezo er c’heriaoueg dreist-holl, hag ivez en distagadur hag er yezhadur. Ar c’hembraeg a gomzer e [[Patagonia]], abaoe diazezidigezh Kembreiz eno adalek [[1865]], zo bet levezonet gant ar [[spagnoleg]] hag e c’heller ober un trede rannyezh vras anezhañ.
 
* '''An diforc’hoù etre Kembraeg ar C’hreisteiz''' ''(y De)'' '''hag hini an Hanternoz''' ''(y Gogledd)''
Linenn 155:
 
{{Liamm PuB|af}}
{{Liamm PuB|gv}}
{{Liamm PuB|ru}}