Doperezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Bot : he:סמים בספורט zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 5:
== Istor ==
Kavout a reer roudoù a-gozh eus doareoù doperezh hogen dreist-holl abaoe dibenn ar bloavezhioù 1950 eo bet kroget da vezañ boutin mat e bed ar sportoù. Er redadegoù 100 m e weler ur c'hresk trumm en disoc'hoù er bloavezhioù 1960 a-raok dezhe stabilaat er bloavezhioù 1970-1980. Kreskiñ a reont en-dro adalek ar bloavezhioù 1980, er mare ma'c'h erru an [[eritropoïetin|EPO]] ha produioù kuzhañ war ar marc'had.
Kontrolioù e-leizh a oa graet er bloavezhioù da-heul met n'eo nemet e 1998 e teu ar gudenn war wel er vuhez foran gant [[afer Festina]] e-pad [[Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn|Tro Bro C'hall]] : Harzet ez eus bet un ezel eus ar skipailh gant 500 dozenn a broduioù doperezh, 235 klogorenn a [[eritropoïetin|EPO]] gantañ.
 
== Danvezioù ha doareoù doperezh ==
 
=== Doareoù dopus ===
Linenn 13:
Fonnusaat an treuzkas a zioksigen a c'hell bezañ graet a-drugarez d'ur maread tremenet er menezioù da skouer pe e lec'hioù paour e dioksigen. Lakaat a ra ar c'horf da broduiñ muioc'h a [[kellig ruz|c'hlobulennoù ruz]] a-benn akoursiñ ouzh ar c'hondisionoù nevez. Devezh ar c'henstrivadegoù eo gouest ar c'horf da zougen ha da gas muioc'h a zioksigen betek ar c'higennoù ha ne skuizhont ket buan. Ar memes efed a vez graet pa vez strinkellet gwad ur sportour, bet tennet dioutañ mizioù en a-raok. Pa vez pinvidikoc'h ar gwad e globulennoù ruz e teu brasoc'h ar riskloù da ziorren ur c'hleñved pe un taol kalon-gwazhied, un [[infarktus]] pe ur [[Gwallzarvoud Gwazhienn en Empenn|Gwallzarvoud eus Gwazhied an Empenn]] .
 
=== Danvezioù broudus ===
Anavezet mat eo an [[amfetamin]] evit gwellaat an evezh, an dalc'husted ouzh ar striv hag evit fonnusaat an talm. Difennet ha dialiet groñs eo o implij koulskoude abalamour d'ar melloù riskloù evit ar galon hag ar gwazhied ha d'an efedoù a bred a zegasont. Klasket e vez implijout ar [[kafein|c'hafein]] en o lec'h abalamor m'he deus ar memes efedoù hag e feur er gwad ne rank ket mont dreist da 12µg/ml.
 
=== Danvezioù anabolizus ===
Danvezioù anabolizus naturel evel an [[testosteron]] a broduer en hor c'horf. Kreskiñ a reont ar c'higennoù, an tagusted, ar fiziañs ennomp, an dalc'husted ouzh ar striv hag ar boan. Pa vezont strinkellet e c'hellont bezañ kaoz eus difrouezhusted ar baotred hag eus diorroadur [[krign-bev|krignoù-bev]] ar prostat. Evit a sell ouzh ar merc'hed e enebont ouzh mont-en-dro reizh ar [[vierez]], an amzerioù ha gourelaat a reont (kresk an divskoaz, mourroù war o dremm ...).
 
=== An hormonoù ===
An hini anavezetañ eo an [[eritropoïetin|EPO]] hag a c'hell kreskiñ ar produadur a c'hlobulennoù ruz ar pezh a aesa treuzkas an dioksigen betek ar c'higennoù ha ne skuizhont ket ken buan neuze. Muioc'h a c'hlobulennoù ruz er gwad a laka anezhañ da vezañ pegusoc'h, ar pezh a uhela ar riskloù evit ar galon hag ar gwazhied.
 
=== Louzoù all ===
Louzeier a c'hell bezañ roet d'ar sportourien met gant ma vefe un abeg medesinel resis. Al louzeier evit ar galon, ar betastanker a eneb ouzh an anken hag a reol an talm ; louzeier sioulaat pe analgezek a eneb ouzh ar boan.
 
Linenn 29:
[[Rummad:Sport]]
[[Rummad:Doperezh]]
 
{{Liamm PuB|he}}