Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q12202
D Bot : hu:Agyi érkatasztrófa zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1:
<p align="left" style="spacing:6px; padding:6px; border:1px solid #006699; background:#EAF5FB">[[SkeudennRestr:Books-aj.svg aj ashton 01.svg|100px]]
'''Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi.''' Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.</p>
<noinclude>
[[Rummad:Patromoù kemennoù]]
</noinclude>
 
Ur '''Gwallzarvoud eus gwazhied an Empenn''' (GGE) a c’hoarvez gant ur fourgas trumm eus gwazhiadur ul lodenn eus an empenn. Bez e c’hell bezañ ur wazhienn kas stanket pe darzhet. En daou zoare-se e vo trubuilhet mont en dro an empenn, ha neuze hini ar c’horf rak eñ eo a ro an urzhioù.
 
 
== Penaos e c'hoarvez ur GGE ==
Evit ober war-dro e gargoù disheñvel en deus ezhomm an empenn eus [[dioksigen]] hag energiezh. Hogen ne c’hell ket berniañ ar sustañsoù energiezh. Bez eo neuze kefridi ar gwad pourveziñ anezhañ e nutriantoù (evel ar [[glukoz]]) ha dioksigen. War-dro ur c’hard eus ar gwad a zeu eus ar galon a zo kaset d’an empenn.
Ma c'hoarvez ur GGE iskemek e vo paouezet red ar gwad neuze ne c’hello ket mui pourvezañ sustañsoù (dioksigen, glukoz, na nutriantoù all) d’ar c’helligoù nervennel. Hag int ne c’hellont ket chom bev ma n’eo ket adkempennet red ar gwad en un nebeud munutennoù.
Ma c'hoarvez ur GGE diwadek e vez moustret ar [[melpenn]] dre ar bloñsadur kiriek eus distruj ha nann-mont endro ar c’helligoù nervennel.
 
== Stummoù disheñvel ar GGE ==
Bez ez eus 3 stumm GGE bras: bez e c’hell ur wazhienn kas bezañ stanket gant ur bouloudenn wad, ur wazhienn e-barzh an empenn a c'hall bezañ torret pe c’hoazh ur wazhienn kas o erruout en empenn a c'hall bezañ torret.
 
=== Gwazhienn kas stanket (GGE iskemek) ===
[[SkeudennRestr:Merci L5.jpg|200px|right]]
 
Ar stumm-se eo an hini boutinañ (80% eus ar GGE).
Linenn 22 ⟶ 24:
Pe bez e c’hell bezañ ur bouloudenn wad savet en ul lec’h all er c’horf ha zo en em distaget a-raok bezañ kaset gant nerzh red ar gwad, hag a zeu goude da stankañ ur wazhienn en empenn. Ar wazhienn stanket a vir ouzh ul lodenn eus an empenn da resev e gementad gwad ret.
 
=== Ur wazhienn kas tarzhet en empenn (GGE diwadeg perimelpennel) ===
Ober a ra ur c'holl gwad en empenn. Mont a ra d'ober 15% eus ar GGE.
Ur wech ma'z eo tarzhet ar wazhienn e tiver ar gwad en ul lodenn vras pe vihan en empenn. Ar pezh a zegas ur voustradenn eus an empenn hag a vo stroñset.
 
=== Ur wazhienn kas tarzhet o erruout en empenn (GGE Diwadeg en empenn) ===
[[SkeudennRestr:TAC craneo ECV.jpg|right|150px]]
 
Ar seurt koll-gwad a ya d'ober ar 5% all eus ar GGE. Ar wech-mañ pa darzh ar wazhienn ez a kuit ar gwad e-barzh lec’hioù eus toagenn an empenn, da lavaret eo al lec’h etre an empenn hag ar c’hlopenn. Pa c’hoarvez e vez 60% anezho hag o deus ur freg anevrism (distummadur eus speurenn ar wazhienn-kas a c’hell terriñ).
 
== Arouezioù ar GGE ==
 
Arouezioù pouezus zo a-benn gallout anavezout ur GGE ha ma vez merzet kement-mañ, petra a c'heller ober.
 
=== An arouezioù pennañ ===
 
* Seziz: Falladenn trumm ha kreñv eus ur c’hostez eus ar c’horf.
Linenn 47 ⟶ 49:
* Poan benn: Poan-benn trumm, kreñv ha divoaz gouzañvet gant ar c'hlañvour.
 
=== Petra ober pa vez eus an arouezioù-se ===
 
Ur wech merzet unan pe meur a unan eus an aouezioù-se ez eo ret pellgomz diouzhtu d’ar [[SAMU]], rak, d’ar mare-se, pep munutenn a zo pouezus. Ar buanañ e vo kemeret e karg ar c’hlañvour, an nebeutañ a labezadoù en empenn en devo, da lavaret eo ivez nebeutoc’h a heuliadurioù.
Linenn 53 ⟶ 55:
A-wechoù an arouezioù a c’hell bezañ gwelet pe santet e-pad ur pennad amzer berr nemetken, munutennoù pe eurvezhioù. Ret eo kemer anezho e kont memes tra, ha pellgomz diouzhtu d’ar SAMU. War-dro 30% eus ar GGE o deus arouezioù berr evel-se a-benn diarbenn, hag an aliesañ n'int ket kemeret e kont.
 
== Devouder gant riskloù ==
Bez ez eus meur a devouder a laka ar riskl GGE da greskiñ ; setu da heul ar reoù vrasañ anezho.
 
Linenn 68 ⟶ 70:
* Ar boeson: soñjal a reer e vezer gwarezet diouzh ar c’hleñvedoù kalon hag ar GGE gant ur bevezadur boeson reoliek ; hogen ur bevezadur boeson re vras a liesa a riskloù.
 
* An hêrelezh: Bez ez eus ur riskl bihan evit ar familh tost da gaout unan d’o zro.
 
* Teuc’hiñ: Evit ar GGE evel evit leun a gleñvedoù all an teuc’hiñ a lies a riskl. Bez ez eus ivez devouder liammet gant an teuc’hder hag a lies ar riskl-se.
Linenn 78 ⟶ 80:
* Kleñved ar sukr : Pa ‘vez diabet gant ar c’hlañvour, e vez brasaet ar c’hizikadur da gaout ur G.G.E..
 
== Louzaouiñ ha diarbenn ==
E-penn kentañ ar GGE e vez roet ul louzoù a-benn ma teuzfe ar bouloudenn wad ha ma vefe tu d’ar gwad tremen en-dro. Al louzaouenn-se zo anvet "Actilyse" e Bro-C'hall, ha ne c’hell bezañ roet nemet en ospitalioù. An amzer a-benn reiñ al louzaouenn-se a zo berr-tre, erbedet eo reiñ anezhañ e korf an 3 eurvezh goude an arouezioù kentañ. An "Actilyse" a zo efedus-kenañ, ha 40% eus an dud o deus kemeret anezhañ a oa pareet 3 miz war-lerc’h. Ar buanañ vo distanket ar wazhienn, ar gwellañ e vo an daspunadur.
 
Linenn 88 ⟶ 90:
 
Ar riskloù-se a c’hell digreskiñ eus 80% gant ma vo heuliet pezh a lavar ar mezeg:
# Paouez a-grenn gant ar [[butun]]
# Derc'hel e red gwad dindan 14/9 cm Hg (140/90 mm Hg)
# Kaout ur c'holesterol fall (cholesterol LDL) dindan 0,7 g/l
# Bezañ louzaouet a-enep ar pouloud (nemet goude an diwadadenn eus en empenn)
# Bezañ louzaouet a-enep an diabet
 
== Goude ur GGE ==
Ur wech m’eo teuzet ar bouloudenn ez eo ret klask broudañ ar c'horf ar muiañ a c'haller a-benn adpakañ holl e varregezhioù: bale, implij pep lodenn eus ar c’horf, komz, gwelet,… Forzh peseurt derez adpakadenn e vefe tizhet, ret eo deskiñ d’ar c'hlañvour implijout e varregezhioù diouzh an doare gwellañ, hag ober e doare na vefe ket nec’het gant e heuliadurioù. Mont a-enep e vefe diaesadurioù hag a c'hrevuso an heuliadurioù.
 
Linenn 100 ⟶ 102:
 
 
== Liammoù diavaez ==
 
* Tu zo d'ober ur c'hQuizz a-benn gwelet e gizidigezh ouzh ar GGE war lec’hienn: “[http://www.attaquecerebrale.org/1_questionnaire/index.php?sid=11158&lang=fr SOS – attaque cérébrale]”
 
* [http://www.attaquecerebrale.org/AVC Al lec’hienn-mañ] zo meret gant ur gevredigezh evit kenderc’hel d’ober enklaskoù diwar-benn ar GGE ha kelaouiñ an dud diwar-benn ar c’hleñved-se.
 
{{Liamm PuB|hu}}