K barrennet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Linenn 5:
 
== Implij ==
En un anzav<ref>Da vare ar [[gladdalc'helezh|c'hladdalc'helezh]] e oa un "anzav" un disklêriadur skrivet en anv ur gwaz p'en em ouestle d'un aotrou en eskemm ouzh un dalc'h.</ref> eus [[1494]] e kaver ar c'hentañ testeni anavezet eus [[Restr:K barrennet2.svg|12px|K barrennet]].<ref>[http://www.archives-finistere.fr/medias/medias.aspx?INSTANCE=exploitation&PORTAL_ID=general_portal.xml&SetSkin=Ermes22| Diellaoueg Penn-ar-Bed], diell niv. 1E 410/1</ref>
 
Ingal e veze implijet [[Restr:K barrennet2.svg|12px|K barrennet]] er vuhez pemdez betek dibenn an [[{{XVIIIvet kantved]]}}, koulz en anvioù ar manerioù ha re an atantoù, hag en anv-tud deveret diouto, ha pa vijent eus an noblañs pe eus ar werin.<br />
Ker boas hag anat e teuas ar berradur e spered ar skriverion ma veze tremenet hep ar varrennn alies, evel e ''Kargroas'' evit "Kerargroas" (1819) pe c'hoazh ''Kebel'' evit "Kerebel" (1864) — anv an [[elfenn gimiek]] ''[[kripton]]'', bet dizoloet e [[1898]], a vije bet lennet ''kêrripton'' gant Breizhiz ar mare neuze...