Storlok : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Storlok''' a zo bet ur strollad sonerezh eus [[Breizh]] hag a gane da gentañ penn kanaouennoù doare [[sonerezh rock|rock]], hag ivez [[blues]], e [[brezhoneg]]. Blaz ar [[folk]] a oa ivez gant o fladenn vras. Ne badas ket pell ar strollad-se. Daoust da se e tapas ur vrud “mitik” pa oa bet degaset un doare nevez da ganañ brezhoneg ganto ha pozioù stag eus darvoudoù o amzer.
 
Darn eus o c’hanaouennoù a zo anavezet mat c’hoazh evel ''Gwerz ar vezhinaerien'', ''Keleier Plogoff'' pe ''Boutoù koat dre dan''. Etre keleier ar stourmoù er vro (Keleier Plogo ha Kastell Rock) hag ar stourmoù etrebroadel (''Gwerz Marv Jorj Jackson'') un nebeut sonerien ha kanerien yaouank o deus divizet er bloavezh 1976 ''Lavar ar bed e brezhoneg'' o heuliañ froud sonerezh ar mare. Ar strollad ne bado ket muioc'h evit pevar bloaz met roudoù hag heklev a chom c'hoazh war e lerc'h.
 
==Sonerien==