Neisse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|250px|Ar stêrioù Neisse hag Oder, harzoù etre Alamagn ha Polonia Ar stêr '''Neiße''' pe '''Neisse''' (a..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Oder-Neisse line between Germany and Poland.jpg|thumb|250px|Ar stêrioù Neisse hag Oder, harzoù etre Alamagn ha Polonia]]
Ar stêr '''Neiße''' pe '''Neisse''' (anv alamanek leun : ''Lausitzer Neiße'' ; ''Nysa Łużycka'' e [[poloneg]] ; ''Lužická Nisa'' e [[tchekeg]] ; ''Łužiska Nysa'' e [[sorabeg]]) zo ur stêr eus [[Europa ar C'hreiz|kreiz Europa]]. Eieniñ a ra er [[menezioù Jizera]] e hanternoz ar [[Republik Tchek]] ha redek war-du an norzh. E [[Zittau]], 54 km pelloc’h, en em gav en tric’horn stummet gant harzoù Tchekia, Polonia hag Alamagn. Pelloc’h ez a d’ober ar vevenn etre [[Polonia]] hag [[Alamagn]]. Goude 252 km en em daol er stêr [[Oder]] e-kichen [[Neißemünde]]-Ratzdorf.
 
Anvet eo ''Lausitzer Neiße'' da lakaat kemm gant stêrioù all eus Polonia anvet Neiße en alamaneg : ar ''Glatzer Neiße'' zo un adstêr all d’an Oder, anvet [[Nysa Kłodzka]] e poloneg, hag ar ''Wütende Neiße'' zo un adstêr d’ar stêr [[Kaczawa]], anvet[[ Nysa Szalona]] e poloneg. [[Liberec]], er Republik Tchek, ha [[Görlitz]], en Alamagn, eo ar c’hêrioù brasañ a gaver war lez an Neiße.