Ibn Battuta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : tt:Ибн Баттута a zo ur pennad vat
Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 11:
 
== E veajoù ==
Loc’hañ a ra evit mont da birc’hirinañ da [[Mekka|Vekka]] eta, e [[1325]]. Treuziñ a ra broioù hanternoz Afrika, a-hed ar [[Mor Kreizdouar]], tremen dre gêr [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] ma lavar deomp e wel an [[Tour-tan Aleksandria|Tour-tan]]. Hag en em gavout a ra e [[Kaero]]. Kontañ a ra pegen pouezus eo an [[Nil]] evit buhez ar vro. Taolenniñ a ra deomp [[piramidenn]]où [[Gizah]] ivez. Eus Kaero e klask mont da Vekka, en ur sevel gant an Nil a-raok treiñ war-zu ar [[Mor Ruz]]. Met ne c’hell ket treuziñ ar mor ha rankout a ra mont war e c’hiz da Gaero. Eno e tiviz mont war-zu [[Damask]]. Tremen a ra dre gêrioù [[Jeruzalem]], [[Betleem]], [[Tir (kêr)|Tir]], [[Beirout]], [[Damask]] ur wech kentañ, [[Tripoli (Liban)|Tripoli]], [[Alepo]]. Arsavioù a ra en holl gêrioù santel-se ha kontañ a ra deomp penaos e vez graet strivoù evit ma c’hellfe perc’hirined a bep bro dont diogel da Jeruzalem. A-benn ar fin e erru un eil gwech e Damask. Goude tremen ur pennad amzer eno, da vare ar [[Ramadan]], e loc’h kuit gant ur garavanennad tud war-zu [[Medina]], m’eo bet douaret ar profed [[Mohammed|Muhammad]].
 
== War-zu Mekka ==