Arkitektouriezh c'hotek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : cs:Gotická architektura a zo ur pennad vat; Kemm dister
D Adstummet
Linenn 1:
{{Labour a chom}}
[[Restr:Arktektouriezh c'hotek.jpg|right|445px|thumb|Tres ha gerioù resis an arkitektouriezh c'hotek]]
Ijinet eo bet an '''arkitektouriezh c'hotek''' en [[Enez-Frañs]] e-kreiz an [[XIIvet kantved]]. En [[Europa]] e teu da vezañ ar stil pennañ betek kreiz ar [[XVIvet kantved]] p'en-deus graet berzh an [[arkitektouriezh klasel]] dindan levezon an [[Azginivelezh italian]].<br /> Implijet eo bet da gentañ-holl evit savadurioù relijiel. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur [[preder]]. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar Grennamzer.
 
[[Restr:Arktektouriezh c'hotek.jpg|right|445px|thumb|Tres ha gerioù resis an arkitektouriezh c'hotek]]
== Meiz ==
 
Ar meizadoù pennañ a gaver en Europa e mare ar stil gotek a oa eus un tu an unvezh gant an urzh hag eus un tu all abegoù ha youl Doue.
=== Un arouezelezh kreñv ===
[[Restr:Spetsbåge.png|thumb|100px|left|Gwareg kamm, arouez ar stil gotek]]
Peurvuiañ, an arkitektouriezh romanek a oa implijet evit savadurioù ma veve enno ur [[manac'hegezh|gumuniezh venec'h]] a vourre an [[uvelded]] hag an [[arvesterezh]] hag er c'hontrol e veze savet ar savadurioù gotek evit krouiñ lec'hioù foran. Skeudennadur [[Jeruzalem an Neñvoù]] eo an [[iliz-veur]] c'hotek, ur galv da bignat koulz hag ur benveg evit lakaat splann braster Doue ha galloud e [[Iliz katolik roman|Iliz]] war un dro. <br />
Skeudennadur Keoded Doue o tegemer ar [[feizad|feizidi]] eo ivez. Met evit aroueziñ [[Rouantelezh Doue]] gant an arouelezh doueel hag gant e tres kemplezh hervez reolennoù ar [[skolbrederouriezh]] : rannoù hag isrann ar savadur a zo dasparzhet en un doare unvan.
Gant [[doueoniezh]] ar [[goulou]] eo levezonet ar arkitektouriezh c'hotek, evit gwir gant doueoniezh [[Tadoù an Iliz]] zo evel [[sant Aogustin]] a wele dindan ar goulou eztaoladur an [[doueelezh]]. Ken gwir eo ma n'eo ket deuet an teknikoù nevez eus un emdroad voutin, met eus klask ar goulou hag en deus broudet an arkitektourien da ijinañ anezho.
{{clear}}
 
[[Restr:Marienburg 2004 Panorama.jpg|thumb|left|600px|Malbork]]
 
 
 
 
 
 
 
<br />
=== Ul levr graet e maen ===
[[Restr:Gothic altar veit stoss.jpg|thumb|300px|right|[[Veit Stoss]], [[Krakow]], [[Polonia]]]]
Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un [[eskob]] hag an arc'hant gant an [[noblañs]] hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud a esaeoù evit uhelaat ar bolzioù (kouezh bolzioù iliz-veur [[Beauvais]] e 1284). Setu perak e weler a-bell an [[tour]] (pe an tourioù). An [[delwenn|delwennoù]] hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an [[Aviel]] ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a [[pedagogiezh|bedagogiezh]] eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.
 
[[Restr:Marienburg 2004 Panorama.jpg|thumb|leftcenter|600px|<center>Kreñvlec'h teutonek [[Malbork]], e [[Polonia]]</center>]]
 
Da vezañ klokaet
 
{{Luskadoù arzoù ar c'hornôg}}