Folioskop : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Resisadenn
Linenn 1:
<!-- Skramm 1280 x 1024 px -->
[[Restr:Linnet kineograph 1886.jpg|thumb|200px|<center>Ur '''folioskop''' e (1886)</center>]]
Ur '''folioskop''' zo ul [[levr]] warnañ un heulad skeudennoù a gemm a bajenn da bajenn, en doare ma weler un [[tresadennoù-bev|dresadenn-vev]] pa lakaer ar pajennoù da zibuniñ gant trawalc'h a dizh. Evit ar vugale e vez fardet folioskopoù peurliesañ, petra bennak ma 'z eus bet savet lod evit an oadourion diwar [[luc'hskeudennerezh|luc'hskeudennoù]].<br />
An hevelep doare a c'haller kavout e marzhoù pe gornioù pajennoù levrioù pe gelaouennnoù a zo. Bez' ez eus [[meziant]]où ha lec'hiennoù [[Internet]] a c'hall treiñ restroù [[video]] e folioskopoù war [[paper|baper]].
 
== Arc'hwelerezh ==
[[Restr:Daumenkino kol.jpg|thumb|left|<center>Ur '''folioskop'filoskop'' saoz(deroù {{XXvet kantved}})</center>]]
Unan eus an doareoù kentañ da fardañ an tresadennoù-bev eo ar folioskopoù. Evel forzh pe [[sinema|film]] ez int diazezet war anadenn [[lagad|dreistpad al luc'hsae]] a-benn krouiñ kammzerc'h ar fiñv e daoulagad an arvesterion, a wel fiñvadennoù dizehan e-lec'h skeudennoù o tont an eil war-lerc'h eben. Kentoc'h eget lenn ar skeudennoù e chom selloù an arvesterion paret war ul lec'h hepken el levr e-pad ma vez ar skeudennoù o tibunañ.<br />
Dav eo reiñ trawalc'h a dizh d'an dibun evit ma yafe ar folioskop en-dro, setu e talc'her al levr gant un dorn en ur lakaat tal ar pajennoù da dreiñ buan gant biz-meud an dorn all — ar pezh a zo dikouezet splann gant ar ger [[alamaneg|alamanek]] evit "folioskop" : ''Daumenkino'', da lavaret eo "sinema ar biz-meud".<ref>Gwelet ar bajenn Wikipedia alemanek evit "folioskop".</ref>